Mont d’an endalc’had

Ulysses (romant)

Eus Wikipedia
Golo an embannadur gentañ.

Ulysses zo ur romant saoznek gant ar skrivagner iwerzhonat James Joyce, embannet da gentañ a-dammoù (etre mizioù Meurzh 1918 ha Kerzu 1920) er gelaouenn stadunanat The Little Review hag e stumm ul levr da c'houde (e miz C'hwevrer 1922) gant al levrdi Shakespeare and Company e Pariz.

An tudennoù pennañ eo Leopold Bloom, Molly Bloom ha Stephen Dedalus. Er romant e konter o zrepetoù e Dulenn (kêr-benn Republik Iwerzhon a-vremañ) e-pad un deiz, d'ar 16 a viz Mezheven 1904. Pa voe embannet al levr e voe kalz a vreud diwar e benn er Stadoù Unanet, gant tud hag a gave anezhañ hudur. Berzet e voe e SUA zoken, betek 1934.