Mont d’an endalc’had

Patrom:Framm porched al lennegezh/Lennadenn

Eus Wikipedia

"Sell 'ta piv ! Te an hini eo, lanfre vil !" eme Lukaz en ur zistagañ un taol-dorn a-zoare war va skoaz vronduet (an abadenn c'hoari rugbi, re bar d'ur c'hoari-soul, a oa bet drastus. A-drugarez Doue e oa staget ar glav da gouezhañ a-raok ar fin.)

"Echu an dervezhiad-labour, neuze ?"

"Ya gast ! ha poent bras echuiñ… morse n'on bet mignon d'al labour, " eme Lukaz, en ur glask renkañ korn troñset e chupenn.

Edomp hon daou o kantren en ur super-marc'had, bep a baner war goubl hor brec'h, hag e raemp tro ar stal (me evit ar pevare gwech) o klask boestoù-mir a bep seurt liv leun a voc'haj. Ur souezh eo gwelout gant peseurt aked e vez kuzhet ar boued er stalioù-se !

(…)
Penn kentañ "Gwigour ur vudurun" tennet eus Ar chalboter huñvreoù gant Tudual Huon, 1979.

Eul leor teñval, marteze, ya, ha koulskoude eul leor a fiziañs, en eur stumm. Rag eur goapaer a zo ive euz ar skrivagner, ha yahuz eo aliez e feson d'ober goap. An taol e-neus zoken da lakaad al lenner da hoarzin pe da fenti diwar-goust hini pe hini. Visant Seite