Mont d’an endalc’had

Frañsez an Du

Eus Wikipedia

Frañsez an Du, bet ganet François Yves Marie Le Du e Kalanel d'an 30 Meurzh 1888 ha marvet e Plougernevel d'an 22 Ebrel 1945, a oa beleg, saver pezhioù-c'hoari, barzh ha skrivagner brezhonek.
Fanchik, Roc'hlann ha Roc'h Kalanher e oa e anvioù-pluenn.

Adalek 1987 betek 1906 e voe gant e studioù e skolaj Itron Varia Wengamp, ha Loeiz ar C'hlerg a voe unan eus e gelennerien eno[1]. Hennezh eo moarvat a vroudas e skoliad da studiañ brezhoneg ha da skrivañ e yezh ar vro.
Dek vloaz hepken e oa F. an Du pa roas e 1898 e varzhoneg vrezhonek kentañ, An diskouiz, da Frañsez Vallée evit ar gelaouenn nevez-krouet Kroaz ar Vretoned. Kalonekaet e voe ar paotrig pa welas e oberenn moullet war baper, ha diwar neuze e savas meur a varzhoneg all a voe degemeret gant Kroaz ar Vretoned, ha gant ar gelaouenn Ar Vro bet krouet e 1904, pa oa F. an Du en e 16vet bloaz.

Goude bet e vachelouriezh e 1906 ez eas da gloerdi bras Sant-Brieg, ha beleget e voe d'an 10 Mezheven 1911. Evezhier e oa dija e skolaj Gwengamp, ma chomas da gelenn adalek ar bloaz-se end-eeun.
Ouzhpenn bezañ kelenner e voe kure, e Gwengamp bepred, adalek 1919 betek 1930, pa voe anvet da berson e Sant-Trifin.Eno e savas ur pezh-c'hoari, Tremeur e anv, a voe moullet er sizhunieg Breiz e 1934 ha c'hoariet er bloaz-se gant bugale Sant-Trifin.
E 1939 e voe kaset F. an Du da Blougernevel, da aluzener en ti-repu da gentañ kent bout person ar barrez e 1943.
Eno e varvas 17 vloaz goude.

C'hoariva
  • Trémeur (3 arvest), ti-moullañ Tomaz, Gwengamp, 1934, 112 pajenn.
Kantik
  • Kantik da Santez-Berhet Plouagor, 1939.
Kenlabour

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Abeozen, "Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ", Al Liamm, Nnn 55, miz Meurzh – Ebrel 1956.