Mont d’an endalc’had

Ken Saro-Wiwa

Eus Wikipedia

Ken Saro-Wiwa (ganet Kenule Beeson Saro-Wiwa, 10 a viz Here 1941 – 10 a viz Du 1995) a oa ur skrivagner, ur produer skinwel, hag ur stourmer ekologour eus Nigeria, eus ar bobl ogoni. Bet e voe e penn ar Movement for the Survival of the Ogoni People (MOSOP), ul luskad difeuls a stourme evit gwareziñ an endro e delta an Niger, lec'h ma eztenner eoul-maen. Harzet e voe meur a wech, ha lakaet e voe d'ar marv d'an 10 a viz Du 1995, asambles gant 8 emsaver all[1].

Dre ar bed a-bezh e voe tud o sevel o mouezh a-enep ar marv-se, ha kaset e voe Nigeria kuit eus ar c'h-Commonwealth e-pad daou vloaz. Klemmoù a voe savet a-enep an embregerezh Royal Dutch Shell, a eztenne eoul-maen er vro hag a damalled dezhañ bezañ roet dorn d'an diktatour Sani Abacha, a oa e penn Nigeria en amzer-hont. Evit ar re a save klemm e oa kiriek Shell, en ur mod, da varv Ken Saro-Wiwa. E 2009 o doa asantet renerien Shell paeañ 15,5 milion a zollaroù da familhoù Saro-Wiwa hag an dud all lakaet d'ar marv asambles gantañ, evit ma ne vefe prosez ebet[2].

Er bloavezh goude e varv e voe roet daou briz da Gen Saro-Wiwa, evit enoriñ e stourm evit an endro, ar Right Livelihood Award[3] hag ar Goldman Environmental Prize[4]. Hiziv ez eo anv Ken Saro-Wiwa un arouez eus ar stourm evit an endro hag evit gwirioù mab-den, en Afrika ha dre ar bed[5].

  • (1973). Tambari. Ikeja: Longman Nigeria.
  • (1985). Songs in a Time of War. Port Harcourt: Saros.
  • (1986). Sozaboy: A Novel in Rotten English. Port Harcourt: Saros.
  • (1987). Mr. B. Port Harcourt: Saros.
  • (1987). Basi and Company: A Modern African Folktale. Port Harcourt, Nigeria: Saros.
  • (1987). Basi and Company: Four Television Plays. Port Harcourt, Nigeria: Saros.
  • (1988). Prisoners of Jebs. Port Harcourt: Saros.
  • (1989). Adaku & Other Stories. London: Saros International.
  • (1989). Four Farcical Plays. London: Saros International.
  • (1989). On a Darkling Plain: An Account of the Nigerian Civil War. Epsom: Saros.
  • (1991). Mr B Is Dead. London, Lagos, Port Harcourt: Saros International Publishers.
  • (1992). Genocide in Nigeria: The Ogoni Tragedy. London: Saros.
  • (1995). A Forest of Flowers: Short Stories. Burnt Mill, Harlow, Essex, England: Longman.
  • (1995). A Month and a Day: A Detention Diary. New York, N.Y.: Penguin Books.
  • (1996). Lemona's Tale. London: Penguin.
  • (2005). A Bride for Mr B. London: Saros.