Sani Abacha
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Nigeria |
| Anv e yezh-vamm an den | Sani Abacha |
| Anv-familh | Abacha |
| Deiziad ganedigezh | 20 Gwe 1943 |
| Lec'h ganedigezh | Kano |
| Deiziad ar marv | 8 Mez 1998 |
| Lec'h ar marv | Nigerian Presidential Complex |
| Doare mervel | unnatural death |
| Lec'h douaridigezh | Kano |
| Pried | Maryam Abacha |
| Bugel | Mohammed Abacha |
| Yezh vamm | haousaeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, haousaeg, Nigerian Pidgin |
| Micher | politiker, milour, ministr |
| Karg | President of Nigeria, Chief of the Defence Staff, Chief of Army Staff, Minister of Defence of Nigeria |
| Bet war ar studi e | Mons Officer Cadet School |
| Deroù ar prantad labour | 1963 |
| Strollad politikel | politikour dieub |
| Relijion pe kredenn | Islam |
| Grad milourel | letanant jeneral |
| Brezel | Nigerian Civil War, First Liberian Civil War |
Sani Abacha (20 a viz Gwengolo 1943 - 8 a viz Even 1998) a oa ur soudard hag ur politikour eus Nijeria, bet e penn ar Stad etre 1993 ha 1998.
Kemer a reas perzh en taolioù-Stad a-enep Shehu Shagari e 1983 ha Muhammadu Buhari e 1985. Goude dilez Ibrahim Babangida e 1993 e voe lakaet Abacha ministr an Difenn er gouarnamant da c'hortoz. E miz Du 1993 en em lakaas Abacha e penn ar Stad hag envel soudarded e plas kargidi sivil ha staliañ un diktatouriezh. Freuz ha reuz a savas e Nijeria er bloavezhioù da heul, debret ma oa ar vro gant ar goubrenerezh hag an dienez.
Mervel a reas Abacha d'an 8 a viz Even 1998 diwar un taol-kalon. Hervez mammennoù lies e vije bet muntret, ampoezonet pa oa gant gisti rak ar c'hoant a oa gantañ rentañ ar galloud d'an drevourien. Ar jeneral Abdulsalami Abubakar en doa kemeret e lec'h.