Mont d’an endalc’had

Muhammadu Buhari

Eus Wikipedia
Muhammadu Buhari e 2015.

Muhammadu Buhari (17 a viz Kerzu 1942 e Daura (Nijeria vreizhveuriat) - 13 a viz Gouere 2025 e Londrez, Bro-Saoz) zo ur soudard hag ur politikour eus Nijeria, bet e penn ar Stad etre 1983 ha 1985, ha prezidant dilennet etre 2015 ha 2013.

Buhari a voe lakaet e penn Nijeria goude an taol-Stad a zistroadas ar prezidant dilennet Shehu Shagari d'an 31 a viz Kerzu 1983. Dindan e ren e voe gwallgaset e eneberien ha kaset armerzh ar vro d'ur stad fall. Distroadet e voe d'e dro gant un taol-Stad d'ar 27 a viz Eost 1985 ha bac'het e Benin City betek 1988. Lakaat a reas e anv e dilennadegoù prezidant 2003, 2007 ha 2011 met koll a reas anezhe. Bewech e nac'has anzav an disoc'hoù. E 2015 avat ez eas an trec'h gantañ, ha addilennet e voe e 2019, met e 2023 e c'hallas ket mont war ar renk adarre peogwir e oa re glañv. Mervel a reas daou vloaz goude.