Isak Samokovlija
Samuel Isak Samokovlija a oa ur skrivagner eus Bosnia-ha-Herzegovina, ganet e kêr Goražde d'an 3 a viz Gwengolo 1889, en ur familh yuzevien sefarad a oa deuet o hendadoù eus kêr Samokov e Bulgaria. Medisin e oa eus e vicher. E studioù a reas e Vienna ; dimeziñ a reas gant ur vaouez eus Aostria, Hedda Brunner, ha tri bugel o devoe. Labourat a reas en ospital Koševo e kêr Sarajevo.
E zanevell gentañ Rafina avlija a voe embannet e 1927. Sevel a reas danevelloù hag a gont buhez yuzevien Bosnia, romantoù, pezhioù-c'hoari ha barzhonegoù. E-pad an Eil Brezel-bed e voe skarzhet eus an ospital ma laboure, abalamour ma oa yuzev, met labourat a reas neuze en ur c'hamp repuidi e Sarajevo. E nevez-amzer 1945 e rankas kuzhat diouzh an Ustaša (polis gouarnamant faskour Kroatia), betek dieubidigezh ar vro. Goude ar brezel e labouras evel pennskrivagner ar gelaouenn lennegel "Brazda" eus 1948 da 1951, hag evel pennskridaozer an ti-embann "Svjetlost" eus 1951 betek e varv. Prezidant Kevredigezh Skrivagnerien Bosnia-ha-Herzegovina e voe. Mervel a reas e Sarajevo, d'ar 15 a viz Genver 1955.
E 1933 e voe embannet er gelaouenn La Bretagne Fédérale, un danevellig gant Isak Samokovlija, Bleo Miriam, lakaet e brezhoneg gant Youenn Drezen[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ La Bretagne Fédérale, niv. 14, Ebrel 1933, p. 3