Sarajevo
| Deiziad krouiñ | 1462 |
|---|---|
| Anv ofisiel | Sarajevo, Sarajevo, Сарајево |
| Anv er yezh orin | Sarajevo, Sarajevo, Сарајево |
| Anv annezidi | Sarajévien, Sarajévienne, Sarajevesi, saraievesi, sarajlije |
| Yezh ofisiel | bosnieg, kroateg, serbeg |
| Bro | Bosnia-ha-Herzegovina |
| E tiriad | Sarajevo Canton |
| War ribl | Miljacka |
| Daveennoù douaroniel | 43°51′23″N 18°24′47″E |
| Penn an aotrouniezh | Samir Avdić |
| Ezel eus | Creative Cities Network, League of Historical Cities |
| Gevellet gant | Kyiv |
| Perc'henn war | Otoka Stadium |
| Darvoud-alc'hwez | Gwalldaol Sarajevo, Siege of Sarajevo, C'hoarioù Olimpek goañv 1984 |
| Prizioù resevet | Wateler Peace Prize |
| Kod-post | 71000 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.sarajevo.ba/ |
| Banniel (deskrivadur) | flag of Sarajevo |
| Ardamezioù | coat of arms of Sarajevo |
| Istor | timeline of Sarajevo |
| Rummad tost | Category:Sarajevo-related lists |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Sarajevo |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of Sarajevo |
| Preferred BCMS project code | bs |
| Kod pellgomz an takad | 033 |
| Category for honorary citizens of entity | Category:Honorary citizens of Sarajevo |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Sarajevo |

Kêr-benn Bosnia-ha-Herzegovina eo Sarajevo (kirillek : Сарајево). E 2013 e oa 275 524 annezad er gêr, ha 555 210 er veurgêr. E kreiz ar Balkanoù emañ hag ur pouez ekonomikel, arc'hantel, sokial ha sevenadurel he deus er rannvro-se eus Su Europa. Anavezet eo hiziv hon deiz evit he buhez sevenadurel, dreist-holl en dudi, er mediaoù, er giz hag en arzoù.
Puilh eo istor ar gêr, diazezet anezhi gant an Otomaned e 1461. Eno e voe drouklazhet arc'hduk Franz Ferdinand Aostria e 1914, o loc'hañ ar Brezel bed kentañ. E 1984 e tegemeras ar C'hoarioù olimpek goañv. E-pad Brezelioù Yougoslavia e voe lakaet ar seziz war ar gêr e-pad 1425 deiz, eus miz Ebrel 1992 betek miz C'hwevrer 1996, e-pad Brezel Bosnia. E 2014 e voe anvet Kêr-benn Europa ar Sevenadur.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez niveradeg 2013 e oa 275 524 annezad er gêr, 419 957 en tolead kêr, ha 555 210 er veurgêr.
Lesanvet eo bet Sarajevo "Jeruzalem Europa" abalamour d'he lieseurted kenelel ha relijiel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud zo o chom eno abaoe an Neolitik. En em ziazezañ a rejont ar Slaved eno er VIIvet kantved. E 1461 e oa dibabet ar gêriadenn Brodac gant ar gouarnour otoman kentañ evit sevel ur gêr nevez : Sarajevo.
E 1878 e voe an Aostrianed mestr war Bosnia. Drouklazhet e voe an arc'hduk Franz Ferdinand Aostria hag e wreg Sofia Chotek e 1914, o loc'hañ ar Brezel bed kentañ, anavezet eo an darvoud-se evel Gwalldaol Sarajevo. Savet e voe Yougoslavia, ur stad sokialour, e 1929. D'an 2 a viz Ebrel 1992 e voe kelc'hiet ar gêr gant an nerzhioù serb, ha lakaet ar seziz ganto war ar gêr betek miz Ebrel 1995.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Sarajevo gant :
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aleksandar Hemon, skrivagner
- Emir Kusturica, filmaozer