Jorge Amado

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jorge Amado e 1997

Jorge Amado (10 Eost 1912 - 6 Eost 2001) a oa ur skrivagner eus Brazil.

Ganet e voe en un atant bras e-kichen Itabuna, e kreisteiz stad Bahia ha tremen a reas e yaouankiz e porzh Ilhéus, er stad-se ivez. Adalek 1930 betek 1934 e studias ar gwir e skol-veur Rio de Janeiro. E romant kentañ, O país do carnaval, a voe embannet e 1931, pa oa 18 vloaz. E-pad e studioù e tommas ouzh mennozhioù ar gomunourien. Goude ne zeuas ket da vezañ gwiraour, met en em lakaat a reas da labourat evel kazetenner.

Abalamour d’e vennozhioù e voe harzet Jorge Amado meur a wech. E 1941 e rankas kuitaat Brazil. Repu a gavas en Arc'hantina hag en Uruguay ; e 1945 e tistroas d’e vro ha dilennet e voe d’ar vodadenn vonreizhañ, en anv Strollad Komunour Brazil (PCB), Tri bloaz diwezhatoc’h avat ez eas kuit adarre, war-zu Europa ar wech-se. Bevañ a reas e Bro-C'hall hag e Tchekoslovakia . Distreiñ a reas da Vrazil e 1952.

Dilezel a reas e obererezh politikel neuze evit plediñ gant al lennegezh hepken. En e skridoù kentañ e kave abeg er gevredigezh vrazilat. Adalek ar bloavezhioù 1950 e tilezas an temoù-se : goap ha fent, erotegezh ha boazioù relijiel ar bobl a gaver mesk-ha-mesk en e skridoù, ma taolenn buhez ar re baour en deus anavezet e proviñs Bahia. Kalz eus e levrioù zo bet graet filmoù diwarno.

Loreet e voe e obererezh skrivagner gant medalennoù e meur a vro : e 1984 e oa bet anvet da gomandour el Lejion a enor, gant ar prezidant gall François Mitterrand. Resev a reas ivez ar Priz Stalin evit ar Peoc’h, e 1951, ar priz Camões, ar priz pouezusañ e bed al lennegezh portugalek, e 1994, ha meur a briz all c’hoazh.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • O país do carnaval (romant, 1931)
  • Cacau (romant, 1933)
  • Suor (romant, 1934)
  • Jubiabá (romant, 1936)
  • Mar morto (romant, 1936)
  • Capitães de areia (romant, 1937)
  • Vida de Luís Carlos Prestes (Buhez Luís Carlos Prestes) (1942)
  • Terras do sem fim (romant, 1943)
  • São Jorge dos Ilhéus (romant, 1944)
  • Gabriela, cravo e canela (romant, 1958)
  • Os velhos marinheiros (romant 1961)
  • Os pastores da noite (romant, 1964)
  • Dona Flor e seus dois maridos (romant, 1966)
  • Tenda dos milagres ) (romant, 1969)
  • Tereza Batista, cansada da guerra (1972)
  • Tieta do Agreste (romant, 1977)
  • Tocaia Grande (romant, 1985)
  • O sumiço da santa (romant, 1988)

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù zo bet graet diwar darn eus e romantoù

  • Os pastores da noite
  • Dona Flor e seus dois maridos. Er film se e klever ar ganaouenn O Que Será?, savet gant Chico Buarque