Mont d’an endalc’had

Robert Burns

Eus Wikipedia
Robert Burns

Robert Burns e 1787
Alexander Nasmyth (1758-1840)
Scottish National Portrait Gallery, Dinedin

Ganedigezh 25 a viz Genver 1759
Allmhaig, Siorrachd Inbhir Àir
Banniel Bro-Skos Bro-Skos
Marv 21 a viz Gouere 1796
Dùn Phrìs
Banniel Bro-Skos Bro-Skos
Broadelezh Skosat
Obererezh Barzh, pozier, feurmer,
gwiraer
Luskad Romantelouriezh
Oberennoù
pennañ
• A Man's A Man For A' That
• Ae Fond Kiss
• Auld Lang Syne
• Bruce's Address To His
Army At Bannockburn
• Halloween
• Tam O'Shanter
• To A Mouse
• The Battle Of Sherramuir

Robert Burns (Allmhaig, Siorrachd Inbhir Àir, 25 a viz Genver 1759 - Dùn Phrìs, 21 a viz Gouere 1796), a oa ur barzh skosat.
Lakaet eo bet da varzh broadel Bro-Skos, hag er bed a-bezh e vez lidet e zeiz-ha-bloaz.
Robert "Rabbie" Burns eo ar barzh anavezetañ hag en deus skrivet e skoseg, petra bennak m'en deus skrivet e saozneg ivez a-zivout e vennozhioù politikel a awenas koulz ar frankizourien hag ar sokialourien dre e dagadennoù a-enep ar Galvinouriezh, ar vrientinelezh pe c'hoazh a-enep sinadur an unaniezh gant Bro-Saoz e 1707, a fustas en e ganaouenn Such a Parcel of Rogues in a Nation e 1791.

Unan eus ar romantelourien gentañ e voe, ha kreñv eo bet e levezon war lennegezh e vro ; ken bras eo e vrud ma'z eo bet lakaet da ikon sevenadurel gant Skosiz er bed a-bezh. Abaoe an XIXvet kantved e vez meulet ha lidet e vuhez hag e labour.

Evel Théodore Hersart de La Villemarqué e Breizh e voe Robert Burns un dastumer kanaouennoù pobl en e vro ; alies en o reizhe pe en o azasae. Kantadoù a ganaouennoù nevez a savas ivez.
Ar varzhoneg ha kanaouenn Bruce's Address To His Army At Bannockburn, anavet ivez dre he gwerzenn gentañ Scots, wha hae wi' Wallace bled ha berraet e Scots Wha Hae, zo bet e-pad pell kan broadel nann-ofisiel Bro-Skos.
Unan all eus e bennoberennoù, Auld Lang Syne, a vez kanet er bed saoznek da geñver lidoù dibenn pep bloaz kozh.

Ti genidik Robert Burns

D'ar 25 a viz Genver 1759 e voe ganet Robert Burns en Allmhaig ("Alloway" e saozneg) e Siorrachd Inbhir Àir ("Ayrshire") ; mab henañ William Burnes hag Agnes Broun e oa. Robert e-unan a lamas an "e" diwar e anv-tiegezh.
E 1765 e voe kaset da skol Allmhaig betek ma voe gopret ur c'helenner yaouank, John Murdoch e anv, gant e dad hag un nebeud amezeien. D'an 11 a viz Du 1765 e feurmas William Burnes un atant e Mount Oliphant, un 3 km bennak eus Inbhir Àir, ha da Sul gwenn 1766 e tilojas ar familh di.
Daou vloaz diwezhatoc'h ez eas John Murdoch kuit ; gant e dad neuze e voe skoliataet Robert Burns, a zeskas lenn ar Bibl, ar skrivagnerien nevezklaselour (Alexander Pope, Jonathan Swift, Thomas Gray hag all) hag oberennoù William Shakespeare.
En hañv 1772 ez eas gant e vreur Gilbert da skol Drumple ("Dalrymple") ma tremenjont sizhunvezhioù a-bezh. Bloaz war-lerc'h ez eas Robert da Inbhir Àir da studiañ galleg, latin hag ar yezhadur dindan ren John Murdoch adarre.

En diskaramzer 1774, d'an oad a 15 vloaz, e skrivas Robert Burns e ganaouenn gentañ, Handsome Nell, diwar ar garantez a vage ouzh Nelly Kilpatrick, e geneilez en eostoù.

E 1777 e tilojas ar familh adarre, p'en devoa kavet William Burnes un atant brasoc'h e Lochlea e-kichen Tarbowton ("Tarbolton"), en Inbhir Àir bepred.
E 1778 ez eas Robert da zeskiñ ar muzulierezh hag ar savleañ e Kirkossald ("Kirkoswald"), ma karas Peggy Thompson. E 1780, e Tarbowton, Robert Burns hag e vignoned a ziazezas ar Bachelor's Club, "Klub ar Baotred Yaouank".
Bloaz war-lerc'h, e 1781 eta, e teuas Robert da vout ur frañmason ; en hevelep bloavezh ez eas da Irbhinn ("Irvine") da zeskiñ labourat al lin (Linum usitatissimum) – siwazh, e miz Meurzh 1782 e pegas an tan er stal hag e rankas ar skoliad distreiñ da Lochlea, ma klevas e oa bet lakaet prosez gant e dad da berc'henn an atant.

E 1783 e voulc'has Robert Burns ur c'haier evit notenniñ e varzhonegoù kentañ ha labourat warno.

D'an 13 a viz C'hwevrer 1784 e varvas William Burnes diwar skuizhder a-c'houde ar prosez, en devoa gounezet koulskoude e miz Genver ; e holl arc'hant a oa aet er stourm.
E miz Meurzh e feurmas Robert hag e vreur Gilbert un atant e Mossgaville e Maghlinn ("Mauchline"). Eno e kejas Robert ouzh e amourouzez nevez, Jean Armour.

Jean Armour
Burns Museum, Maghlinn

D'an 22 a viz Mae 1785 e teuas ur verc'h da Robert, goude e zarempredoù gant Elizabeth Paton a oa servijourez e Lochlea. E vugel anpriedel kentañ e voe Elizabeth vihan.
E miz C'hwevrer 1786 e teuas keloù d'ar familh Burnes a-zivout Jean Armour o c'hortoz bugel digant Robert. En hevelep bloavezh e kejas hennezh ouzh Mary Campbell, a varvas nebeut goude e Grianaig.
E miz Gouere e voe embannet e levr Poems Chiefly in the Scottish Dialect gant Kilmarnock Edition.
E miz Gwengolo e c'hanas Jean Armour ur plac'h hag ur paotr gevell ; mervel a reas ar plac'hig e dibenn ar bloavezh. E miz Du ez eas Robert Burns da Zinedin evit ober war-dro eil embannadur e varzhonegoù, a zeuas er-maez d'an 21 a viz Ebrel 1787.

E 1787 ivez, e miz Mae, e veajas ar barzh e Bro-Skos ar Su hag e Bro-Saoz an Norzh. E Dùn Phrìs e teuas keloù dezhañ eus stad Meg Cameron, ur servijourez e Dunedin, hag a oa o c'hortoz bugel digantañ. D'an 9 a viz Mezheven e tistroas da Vossgaville, ma skoulmas darempredoù nevez gant Jean Armour. E dibenn ar miz e reas un droiad en Uheldirioù ar C'hornôg, ma weladennas Dùn Breatann hag Inbhir Aora. E miz Eost e reas un droiad en Uheldirioù an Norzh kent distreiñ da Zinedin e kreiz miz Gwengolo. Miz war-lerc'h e veajas e Monadh Ochail, ma kejas ouzh Margaret Chalmers hag a nac'has dimeziñ gantañ.
E miz Here 1787 end-eeun e voe embannet kentañ levrenn Scots Musical Museum James Johnson, enni teir c'hanaouenn gant Robert Burns.
E miz Kerzu e kejas ar barzh ouzh Nancy Maclehose, a voe e serc'h kuzh. Kent dibenn ar bloavezh e c'hanas Jenny Clow, ur servijourez e Dinedin, ur bugel a-c'houde he darempredoù gant ar barzh.

E miz C'hwevrer 1788 e teuas er gouloù eil levrenn Scots Musical Museum, enni 35 kanaouenn gant Robert Burns ; en hevelep miz e tistroas ar barzh da Inbhir Àir, ma oa Jean Armour o c'hortoz bugel adarre. E miz Meurzh e c'hanas merc'hed gevell, a varvas miz goude. E miz Eost e timezas Robert Burns ganti.

An atant en Ellisland
war-dro 1900

Goude an eured e tilezas ar barzh labour tenn ar gounezerezh a oa krog da bouezañ war e yec'hed diwar relabour ha dienez, hag ez emezelas e Melestradurezh an Tailhoù Ameeun, ma voe stummet e-pad c'hwec'h sizhunvezh kent mont da Ellisland, un atant e-kichen Dùn Phrìs ; davetañ e teuas e wreg hag o mab e miz Kerzu.
E dibenn miz C'hwevrer 1789 ez eas Robert da Zinedin war ar prim, da welout Nancy Maclehose. D'an 18 a viz Eost e c'hanas Jean Armour ur mab a voe anvet Francis Wallace.

E 1790 e voe 40 kanaouenn gant Robert Burns e trede levrenn Scots Musical Museum. En diskaramzer ez echuas ar barzh Tam O'Shanter, unan eus e bennoberennoù.

D'an 31 a viz Meurzh 1791, ur servijourez er Globe Tavern e Dùn Phrìs anvet Anna Park a c'hanas ur verc'h d'ar barzh ; Jean Armour a gemeras ar bugel e karg, kent genel d'he zro, d'an 9 a viz Ebrel, ur mab da Robert a voe anvet William Nicol.
E miz Du e tilojas ar familh da Wee Vennel, un ti e Dùn Phrìs ; e dibenn ar miz ez eas Robert da Zinedin evit ar wech diwezhañ. Eno e welas Nancy Maclehose d'ar 6 a viz Kerzu, evit ar wech diwezhañ ivez.

E miz Eost 1792 e voe embannet pevare levrenn Scots Musical Museum, enni 50 kanaouenn gant Robert Burns. E miz Gwengolo e krogas ar barzh da genskrivañ gant ar soner George Thompson (1757-1851) a-benn kenlabourat evit A Select Collection of Original Scottish Airs for the Voice, a voe embannet e stumm pemp levrenn etre 1799 ha 1818.
D'an 21 a viz Du e c'hanas Jean Armour ur verc'h anvet Elizabeth.
En hevelep bloavezh e voe diskredet ar barzh bezañ ezel eus The Friends of the People Society, ul luskad politikel nevez a venne adstummañ Parlamant Breizh-Veur dre lakaat an dilennidi da vezañ tostoc'h d'ar bobl, da lavarout eo dre reiñ ar gwir da vouezhiañ da vuioc'h a dud ; karget e voe Melestradurezh an Tailhoù Ameeun da enklask diwar e benn.

Ti ar familh Burns e Dùn Phrìs

E miz Ebrel 1793 e voe adembannet barzhonegoù Robert Burns. Miz goude e tilojas ar familh d'un ti brasoc'h e Mill Vennel, e Dùn Phrìs bepred. E miz Gouere e veajas ar barzh a-dreuz Gall-Ghaidhealaibh ha Siorrachd Bhaile na h-Ùige ("Wigtownshire").

D'an 12 a viz Eost 1794 e c'hanas Jean Armour ur paotrig anvet James Glencairn. E miz Kerzu e voe anvet Robert Burns da evezhier e Melestradurezh an Tailhoù Ameeun.

E dibenn 1795 e varvas Elizabeth, merc'h ar barzh ha Jean Armour, nebeut a-raok he zrede deiz-ha-bloaz. Klañvaat a reas Robert diwar tanijenn e enkalonenn.

D'an 21 a viz Gouere 1796 e varvas ar barzh meur d'e dro. E vab Maxwell a voe ganet gant Jean Armour d'ar 24 a viz Gouere, da zevezh obidoù e dad. Navet bugel Robert ha Jean e voe, hag ar pempvet mab.
En hevelep bloavezh e voe embannet pempvet levrenn Scots Musical Museum, enni 37 kanaouenn gant Robert Burns, Auld Lang Syne en o zouez.

Kounlec'h Robert Burns e Dunedin

E metoù bourc'hizien Dinedin e veze lakaet Robert Burns da "varzh-kouer", evel ma vez graet e Breizh gant Anjela Duval pe e Bro-C'hall gant Gaston Couté (1880-1911). Kement-se ne viras ket outañ a skrivañ 558 oberenn hag a zo chomet e glad lennegel ar bed.
Ar vuhez war ar maez, an natur, sevenadur pobl Bro-Skos e voe mammennoù awen ar barzh, a c'hoarias ivez gant daveoù d'ar varzoniezh klasel ha da hini e amzer. Diwar e labour e voe ganet un tamm eus lusk ar romantelouriezh, ha broudet e voe al lennegezh rannyezhel en Europa.

Levezonet-bras e voe stil skosek Robert Burns gant ar varzhed skosat Allan Ramsay (1686-1758) ha Robert Fergusson (1750-1774).

Emdarzhek, didro ha gwrion eo doare Robert Burns, a ouie bezañ tener ha fentus ivez (Tam o'Shanter), ha flemmus pa gave ret. Dre e ouiziegezh a-zivout lennegezh ar Bibl, al lennegezh klasel saoznek hag an hini skosek — al lennegezh makar pergen, da lavarout eo lennegezh Bro-Skos ar XVIvet kantved – e c'hallas skrivañ e skoseg, e saozneg Bro-Skos hag e saozneg klasel ; er varzhoneg The Jolly Beggars, or Love and Liberty — A Cantata e reas gant skoseg ha saozneg a bep eil.

Dre ma vevas Robert Burns da vare an Dispac'h gall e kaver republikanouriezh en e skridoù, koulz ha radikalouriezh ha brogarouriezh (Scots Wha Hae) ; Iliz e vro, an enepkloeregezh, sevenadur Bro-Skos, lec'h ar merc'hed er gevredigezh, ar revelezh, ar baourentez, setu aze dodennoù a zo bet e-touez e sorboù hag en deus gouezet lakaat war baper.

Pa lenner skridoù Robert Burns hervez urzh an amzer e verzer e c'houzañve barradoù diwaskadur, a anve blue devilism[1]

Delwenn Robert Burns
Dùn Phrìs (1882)

Meur ha skrivagner a voe levezonet gant oberennoù Robert Burns.
Banniel Bro-Skos Bro-Skos

Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet

Kanada

Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

URSS, 1956
Kounlec'h Robert Burns en Estonia
Šoti Park, Tallinn

E Grianaig ("Greenock") e voe krouet The Mother Club e 1901, anezhañ ar Burns Club kentañ ; miliadoù anezho zo er bed a-bezh hiziv an deiz.
Burns Cottage, ti genidik ar barzh en Allmhaig, zo ur mirdi evel e di e Dùn Phrìs ; e Dùn Phrìs ivez emañ The Robert Burns Center ; un atant eo Ellisland c'hoazh, gant ur mirdi ma vez dibunet oberennoù ar barzh.
Gant Burns Club Atlanta (Georgia) e voe savet un adskeudenn eus ti genidik ar barzh war douar ar Stadoù-Unanet, a gonter e-touez tremen 60 kounlec'h (delwennoù ha savadurioù) gouestlet da Robert Burns a zo er bed, e Bro-Skos evel-just, e Bro-Saoz, e Kanada, er Stadoù-Unanet, en Aostralia, e Zeland-Nevez, en Iwerzhon, en Estonia hag e lec'h all c'hoazh.
Div gêr stadunanat zo bet anvet diwar ar barzh : Burns e New York ha Burns en Oregon. Unan eus kraterioù ar blanedenn Merc'her zo bet anvet « Burns » e 1985[2].

URSS eo ar Stad kentañ he deus embannet un timbr en enor da Robert Burns, e 1956 : da vare Impalaeriezh Rusia e oa bet troet e oberennoù e ruseg, hag en URSS e oa deuet ar barzh da vezañ arouez barzhed ar bobl ; anavezet e oa ivez gant ar Stad evel ur barzh araokadour abalamour d'e vennozhioù politikel. E 1924 e voe troet e ruseg adarre, ha tremen 600 000 skouerenn eus al levr a voe gwerzhet. Divrall eo chomet brud ar barzh e Rusia a-c'houde diskar URSS e 1989.

Burns Supper

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Haggis en ur Burns Supper

Burns Supper, "Koan Burns", a vez aozet er bed a-bezh bep bloaz tro-dro d'ar 25 a viz Genver da lidañ ganedigezh ar barzh. Burns Nicht a reer eus ar fest e skoseg, Burns Night e saozneg, da lavarout eo "Nozvezh Burns".
Da forzh pe vare eus ar bloaz e vez dalc'het Burns Nicht e gwirionez, pa voe aozet an nozvezh kentañ e Burns Cottage gant mignoned ar barzh d'an 21 a viz Gouere 1801, da geñver pempvet deiz-ha-bloaz e varv.

Robert Burns e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ur studi diwar-benn Robert Burns gant Alan Dipode zo e niverenn 321 ar gelaouenn Al Liamm, Gouere-Eost 2000[3].
  • To a Mouse ha Such a Parcel of Rogues in a Nation zo bet lakaet e brezhoneg en hevelep niverenn.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Da geñveriañ gant ar ger blues, a zeu diwar the blue devils, "an diaouled glas" ; Sir Winston Churchill, a c'houzañve barradoù blue devilism ivez, a rae black dog "ki du" anezho en e vuhezskrid.
  2. (en) USGS
  3. Al Liamm

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.