Samuel Taylor Coleridge

Eus Wikipedia
Samuel Taylor Coleridge (1795)

Samuel Taylor Coleridge (21 Here 1772 – 25 Gouere 1834) a oa ur barzh saoz. Sellet a reer outañ alies, asambles gant e geneil William Wordsworth, evel unan eus barzhed kentañ ar romantelezh el lennegezh saoznek.

Ganet e voe Coleridge en Ottery St Mary, e Devon. Mab d’ur pastor e oa, hag ar bidoc’hig en un tiegezh dek a vugale. E-pad e vugaleaj e teuas da garout al lennegezh hag ar varzhoniezh. Mervel a reas e dad e 1781, pa ne oa nemet eizh vloaz. Mont a reas da Skol-veur Cambridge, d’ar Jesus College, met ne dapas diplom ebet eno. Anaoudegezh a reas e Cambridge gant Robert Southey. Dimeziñ a reas an daou baotr yaouank, daou varzh anezho, gant div c’hoar, Sara hag Edith Fricker, met dispartiañ a reas Coleridge diouzh e wreg diwezhatoc’h.

E 1795 e reas Coleridge anaoudegezh gant ar barzh William Wordsworth ha dont a rejont da vezañ mignoned vras. Er bloavezhioù 1790 e krogas ivez da implijout laudanum, un dourenn diwar opiom, evit kaout an dizober eus poanioù en e gorf. En amzer-hont e veze implijet kalzik an opiom a-enep ar boan. A-hed ar peurrest eus e vuhez e chomas stag Coleridge ouzh an dramm-se ha gouzañv a reas diwarnañ. E 1797 ha 1798 e voe o vevañ e Somerset ha Wordsworth a oa e amezeg.

E 1798 e voe embannet barzhonegoù ganto o-daou en ul levr anvet Lyrical Ballads, ul levr a bouez en istor ar lennegezh romantel saoznek. Gant Wordsworth e oa bet skrivet ar braz eus ar barzhonegoù-se, met unan bennak a oa diwar zorn Coleridgei vez, evel The Rime of the Ancient Mariner, a seller outi evel e bennoberenn. Er bloavezh-se ivez e veajas Coleridge ha Wordsworth en Alamagn. Mont a reas Coleridge diouzh e du ha gweladenniñ meur a gêr ha meur a skol-veur. Anaoudegezh a reas gant labourioù prederourien alaman, evel Immanuel Kant. Pa zistroas da Vro-Saoz e reas e annez e Keswick, e Cumberland, nepell diouzh ti Wordsworth, a oa e Grasmere. Beajoù all a reas da Italia, Sikilia, Malta. Kleñvel a reas hag e 1817 e tilojas da vont da chom da di e vedisin, James Gillman, e Highgate e Londrez. Eno e varvas e 1834.

Ar varnerien lennegezh a sell ouzh Coleridge evel ur barzh meur. Tamallet ez eus dezhañ bezañ adimplijet skridoù tud all, met marteze ne ouie ket, pa oa dindan efed an opiom, e oa oc’h adskrivañ traoù en doa lennet e skridoù tud all. Ouzhpenn barzhonegoù en deus savet ivez skridoù prederouriezh ha burutelladennoù lennegezh. Biographia Literaria eo e oberenn bennañ e komz-plaen hag enni e kaver skridoù seurt-se.