Hugh MacDiarmid
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv ganedigezh | Christopher Murray Grieve |
| Anv-bihan | Hugh |
| Anv-familh | MacDiarmid |
| Lesanv | Hugh MacDiarmid |
| Deiziad ganedigezh | 11 Eost 1892 |
| Lec'h ganedigezh | Langholm |
| Deiziad ar marv | 9 Gwengolo 1978 |
| Lec'h ar marv | Dinedin |
| Bugel | Michael Grieve |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, skoteg |
| Yezh implijet dre skrid | skoteg |
| Bet war ar studi e | Edinburgh College of Art, Langholm Academy |
| Lec'h labour | Glynebwy, Clydebank, Mon Rois, Londrez, Liverpool |
| Strollad politikel | Scottish National Party, National Party of Scotland, Communist Party of Great Britain |
| Brezel | Brezel-bed kentañ |
| Skour lu | British Army |
| Oberenn heverk | A Drunk Man Looks at the Thistle |
| Diellaouet gant | University of Leeds Libraries |
| Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Art |
| Luskad | Scottish Renaissance |
| Bet kinniget evit | Priz Nobel al Lennegezh |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Christopher Murray Grieve (11 a viz Eost 1892 – 9 a viz Gwengolo 1978), brudet dindan e anv-pluenn Hugh MacDiarmid, a oa ur barzh, ur c’hazetenner, ul lenneg hag ur politikour eus Bro-Skos. Sellet e vez outañ evel unan eus an dud pouezusañ o vezañ bet roet lañs da luskad an Azginivelezh Skosat (Scottish Renaissance). Er bloavezh 1928 e kenlabouras da ziazezañ ar Strollad Broadel a Vro-Skos (National Party of Scotland), hogen e zilez a roas diouzh ar strollad-se en 1933 abalamour d’e vennozhioù marksour-leninour. Ar bloaz war-lerc’h ez eas e-barzh ar Strollad Komunour a Vreizh-Veur (Communist Party of Great Britain), nemet e voe skarzhet kuit dioutañ en 1938 en arbenn d’e savboent broadelour skosat. Mont a reas diwezhatoc’h da zanvez-kannad evit Strollad Broadel Skos (1945) pe evit strolladoù komunour breizhveuriat (1964). E saozneg en deus bet savet lod eus e oberennoù, met brudet da vat eo deut da vezañ evit implij ar skoteg sintetek en deus diorroet evel yezh lennegel ha barzhoniezhel diwar ar skoteg. A Drunk Man Looks at the Thistle (Un Den Mezv o Sellet ouzh an Askolenn), un hir a varzhoneg en skoteg bet embannet en 1926, en deus bet ul levezon vras war al lennegezh en Bro-Skos.