Andrew Lang

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Andrew Lang

Andrew Lang (1844-1912) a oa ur skrivagner skosat, barzh ha skridvarner. Brudet eo e zastumadoù kontadennoù, aozet gant e bried Leonora Blanche Alleyne.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Andrew Lang e 1844 e Selkirk, Scottish Borders. Mab e oa da John Lang, kloareg kêr Selkirk, ha d'e bried Jane Plenderleath Sellar, a oa merc'h da Patrick Sellar, factor da gentañ Dug Sutherland, ha seizh bugel all a voe war e lerc'h.

skoliet e voe er Selkirk Grammar School, e Loretto School, hag en Edinburgh Academy, ha g e Skol-Veur St Andrews, ha goude e Balliol College, en Oxford.

D'ar 17 a viz Ebrel 1875 e timezas da Leonora Blanche Alleyne, merc'h yaouankañ C. T. Alleyne, eus Clifton and Barbados. Hi a voe oberourez pe kenoberourez, embannerez ha troourez meur a hini eus al levrioù a voe lakaet anv Andrew Lang warno en dastumad Rainbow Fairy Books .

Mervel a reas gant ar c'hleñved d'an 20 a viz Gouhere 1912 en Tor-na-Coille Hotel en Banchory, Banchory. Beziet e voe en iliz-veur katolik kozh Cill Rìmhinn. Eno ivez e voe beziet e wreg pa varvas e 1933.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]