Iwan Stefan
Neuz
Iwan Dezire Stefan (pe Yves Désiré Stéphan ; Groe, 1 Ebrel 1837 - Groe, 28 C'hwevrer 1914) a oa ur beleg eus eskopti Gwened ha troer brezhonek.
Beleget e voe e 1864 hag anvet da gure e Sant-Pêr-Kiberen, da gentañ, ha da c'houde en Ardeven, e Lokmaria-Gregam, e Kewenn, e Neizin hag e Karnag. Aluzener e voe en ospital Porzh-Loeiz e dibenn e vuhez. Lakaat a reas e brezhoneg Gwened Livr bugalé Mari get pédenneu d'er Herhiéz ha historieu gaer, diwar al levr savet gant ar chaloni Aogustin Chatton, eus eskopti Sant-Brieg.