Mihai Eminescu

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mihai Eminescu

Mihai Eminescu (distaget /mi'haj e.mi'nes.ku/ e roumaneg) (15 a viz Genver 185015 a viz Mezheven 1889) (Mihail Eminovici e anv gwir) a oa ur barzh romantel roumanek, an hini brudetañ e-touez barzhed Roumania marteze.

Ganet e voe en Ipotești, e hanternoz Moldavia pe biz Roumania bremañ. Eus 1869 da 1874 e studias ar brederouriezh e skolioù-meur Vienna ha Berlin. Distreiñ a reas da Roumania, ha bevañ diwar meur a vicher, kazetenner, skolaer ha levraoueger.

Gant e varzhonegoù, e fablennoù hag e arnodskridoù e lakaas al lennegezh roumanek da vezañ anavezet dre ar bed. E-touez e varzhonegoù anavezetañ emañ Luceafărul ("Steredenn al labourer/Ar Werelaouenn"), Odă în metru antic ("Gwerz en doare kozh") ha Scrisorile ("Lizheroù"). Oberiant e voe Eminescu el luskad lennegel Junimea, ha ren a reas ar gazetenn Timpul, kazetenn ofisiel ar Strollad Mirour en e amzer.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.