Mont d’an endalc’had

Leon Còrdas

Eus Wikipedia

Leon Còrdas (Sira, 30 Meurzh 1913 - Montpelhièr 19 Here 1987) a oa ur skrivagner okitan. Pezhioù-c’hoari, barzhonegoù ha romantoù en deus skrivet, en okitaneg dreist-holl.

Ganet e voe Leon Còrdas e Sira, e broig Menerbés (Minervois), en Hérault. E 1917, goude marv e dad er brezel ez eas ar familh da vevañ da v-Menèrba. Eno e tremenas Leon ul lodenn eus e vugaleaj a-raok mont en-dro da Sira ha d’ar skol-lojañ e Limós. Met ne blije ket ar studi dezhañ ha paouez a reas ganti. E 1929 en em lakaas da labourat douaroù e familh ha gwiniegour e voe betek 1952.

Kregiñ a reas da skrivañ en okitaneg pa ne oa nemet pemzek vloaz ha lenn a rae meur a gelaouenn okitanek. E 1934, pa oa gant e goñje-soudard, e reas anaoudegezh gant un nebeud tud a skrive en okitaneg e bro Montpelhièr, evel Max Roqueta ha Pèire Azema, hag a oa neuze e penn ar gelaouenn Calendau (1933-1945). D’ar mare-se ivez e krogas da genlabourat gant ar gelaouenn Occitania.

Er bloavezhioù 1930 en em lakaas da skrivañ pezhioù-c’hoari ha da genlabourat gant strolladoù teatr. E-pad ar brezel ivez e savas pezhioù all hag e leurennas anezho. Goude un teskad barzhonegoù kentañ, embannet e 1940, Al mirar d'aquesta riba, e embanno un eil, Aquarèla, e 1946. War-lerc’h, e 1949, e voe embannet e romant kentañ Sèt pans. D’ar mare-se ivez e skrivas ur romant e galleg met ne voe embannet nemet kalz diwezhatoc’h, goude e varv

E 1953 e rankas gwerzhañ e winiegi ha mont a reas da v-Montpelhièr da labourat. Labourat a reas an douar e-kichen Montpelhièr ur pennad hag e 1969 en em stalis er gêr-se, ma kenlabouras gant ar Centre Dramatique national du Languedoc-Roussillon. Adalek 1970 e kemeras perzh e beilhadegoù, gant arzourien all, ma lenne barzhonegoù ha ma konte kontadennoù. Derc’hel a rae da skrivañ en okitaneg, danevelloù, pezhioù-c’hoari… E 1982 e skrivas senario ur film en okitaneg, 'L’Orsalhèr gant Jean Fléchet. Sevel a reas ar pezh-c’hoari Menèrba 1210 hag a voe c’hoariet e Menèrba e 1985, dirak 10 000 den. Mervel a reas gant ur c’hrign-bev e miz Here 1987.

Hêrezh Leon Còrdas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skolaj okitanek kentañ ar rouedad Calandreta, e Grabèls e-kichen Montpelhièr, zo bet lakaet Collègi Leon Còrdas en enor dezhañ.

  • La font de Bonas Gràcias, (1954)
  • Menèrba 1210, (1985)

Barzhonegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Aquarèla, (1946)
  • Branca tòrta, (1964)
  • Dire son si, (1974)
  • Los Macarèls, (1973)
  • Sèt pans, (1977)
  • La batalha dels teules, (1979)
e galleg
  • 1907. La route des gueux, adkavet gant e verc’h hag embannet e 2016