Gwinieg (gwini)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur winieg war treilhoù
Ur winieg e Spagn

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ur winieg zo ur park dindan gwini, gwez bihan hag a ro rezin, da zebriñ pe d'ober chug ha dreist-holl gwin. Gwinierezh a reer eus ar gouiziegezh da c'hounit gwiniegi evit ober gwin. Kalz a dra a c'hall reiñ d'ur winieg he ferzh dibar : an douar, an hin, spesad ar gwini, chemet an dud hag all.

Anvadurioù a vez roet d'ar gwiniegi, hag a heuilh reolennadurioù strizh, en Europa da nebeutañ. [1]

War ar pemp kevandir ez eus gwiniegi. Rannet e vez alies etre re Europa (Bro-C'hall hag Italia e penn ar produerezh) ha re ar "Bed Nevez" (Stadoù-Unanet, Aostralia, Chile, Afrika ar Su hag all). E Breizh ez eus gwiniegi e Bro-Naoned, re ar Muskadig hag ar Gros-Plant.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]