Patrom:Framm porched al lennegezh vrezhonek/Goulaouenn war

Eus Wikipedia

Piv eo Jakez Riou ?

Ur skrivagner brezhonek eo Jakez Riou (Jacques Yves Marie). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e-barzh kumun Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa hag eñ yaouank c'hoazh d'an 14vet a viz Genver 1938 e Kastell-Briant (Bro-Naoned).

Buhez Jakez Riou[kemmañ ar vammenn]

Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Bro-Spagn (e Hondarribia, Bro-Euskadi). Gantañ e oa daou grennard all, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien a oa bet merzet gant beleien o farrez evit bezañ danvez beleien mat. Skrivagnerien vrezhonek vrudet eo bet deuet da vezañ an tri anezho.
Mont a reas goude da skolaj Miranda-de-Ebro hag e tistroas da Vreizh e miz Ebrel 1918 (7 vloaz e oa chomet pell diouzh e vro).
Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent e Bro-Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel).