Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù (titl orin : Harry Potter and the Chamber of Secrets) eo eil romant an heuliad lennegel dezhi ar benndudenn Harry Potter krouet gant J. K. Rowling. Embannet e oa bet d’an 2 a viz Gouhere 1998 gant Bloomsbury ha d’ar 1 a viz Kerzu 2017 e Breizh. Troet eo bet al levr e brezhoneg, da-heul an hini kentañ, gant ar c’helenner Mark Kerrain ha skeudenn ar golo zo bet savet gant Youena Baron.

Diverradenn eus al levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Harry Potter a ya en-dro da Gerambreoù, skol ar sorserien, met gant poan pa nac’h an tremen war ar c’hae nav ha tri c’hard lezel eñ ha Ronald Weasley da vont da gemer an tren. Evel-se e rankont mont gant karr-tan nij tad Ron. War-nes bezañ skarzhet eus ar skol pa erruont di, e krogont gant o bloavezh nevez hag e reont anaoudegezh gant kelenner nevez an emzifenn diouzh nerzhioù an droug, Gilderoy Lockhart. Hennezh a oar komz brav met n’en em ziskouezo ket evel un den barrek war an danvez a gelenn. E-kerzh an diskar-amzer e teu war-wel frazennoù ankenius skrivet gant gwad ouzh mogerioù diabarzh kastell Kerambreoù. Kaoz a vez buan eus ur gambr ar sekredoù hag a vije bet savet pell zo gant Salazar Naerdinec’h, enni un euzhvil hag a zeufe en-dro un deiz da lazhañ an holl skolidi ha ne vefent ket a wad sorser glan. Harry, Ron hag Hermione en em gavo tamm ha tamm oc’h ober o enklask dezho, ha kompren a raint ez eo hêr Naerdinec’h Lord Voldemort e gwirionez, distroet ur wech adarre da glask seveniñ e raktres fallakr. Harry a stourmo outañ e kambr ar sekredoù ha trec’h e vo warnañ ur wech adarre, gant sikour madelezhus kleze Godrig Gripi-Aour, o prouiñ dezhañ ez eo ur Gripi-Aour dellezek d’en bezañ.

Golo Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù.

Listenn ar pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1° Gwashat deiz-ha-bloaz.

2° Kemenn Dobby.

3° An douarenn.

4° E ti Bleuzenn ha Bleuvenn.

5° Al lopatalegenn.

6° Gilderoy Lockhart.

7° Gwad-fank ha mouezh iskis.

8° Deiz-ha-bloaz.

9° Ar gerioù skrivet ouzh ar voger.

10° Ar sklof diroll.

11° Kleub an duvellerien.

12° Ar chug chag.

13° Un deizlevr kuzh ken e oa.

14° Cornelius Flugez.

15° Aragog.

16° Kambr ar sekredoù.

17° Pennhêr Naerdinec’h.

18° Digoll Dobby.

Degemer e-touez al lennerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet-mat eo bet al levr gant ar vrezhonegerien, ken gortozet ma oa goude embannadur al levr kentañ Harry Potter ha Maen ar Furien e 2012. Ul listenn fazioù bizskrivañ hag adlenn, hir-souezhus a-walc'h siwazh, zo bet lakaet enlinenn war ur fanblog[1] hag a ziskouez ul labour bet kaset da benn marteze re vuan, pe hep aket da nebeutañ. Hiziv ne ouzer ket resis pet skouerenn anezhañ zo bet gwerzhet er bed.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://harry-potter-e-brezhoneg.skyrock.com/