Mont d’an endalc’had

Gerrit Theodoor Rotman

Eus Wikipedia

Gerrit Theodoor Rotman (Groningen, 31 Genver 1893 – Den Haag, 23 Here 1944) a oa ur saver bannoù-treset, pe kentoc'h istorioù skeudennaouet, eus an Izelvroioù.

Unan eus kentañ saverien bannoù-treset an Izelvroioù eo Gerrit Rotman. E-touez e oberennoù brudetañ emañ Mijnheer Pimpelmans.

Goude studioù arzoù-kaer e Rotterdam ha Den Haag en em lakaas da labourat evel kelenner. Adalek 1921 en em ouestlas penn-da-benn d'an tresañ, diwar ali an treser Johan Braakensiek.

E oberenn gentañ e voe Snuffelgraag en Knagelijntje, hag a gonte troioù-kaer div logodenn, breur ha c'hoar, skrivet gant Arie Pleysier ha skeudennet gantañ. Embannet e voe e 1924 er gazetenn sokialour Voorwaarts. Paouez a reas Rotman da genlabourat gant Voorwaarts e 1927 avat, ha kendalc'het e voe gant istorioù Snuffelgraag en Knagelijntje gant Albert Funke Küpper.

Goude-se e labouras Rotman evit kazetennoù embannadurioù kristen Het Kwartet. Meur a oberenn a savas neuze, en o zouez Mijnheer Pimpelmans, an hini brudetañ, ha kenderc'hel a reas gant awen Snuffelgraag en Knagelijntje, met gant un titl all, Piepneus en Bibbersnoet. E-touez e oberennoù all e c'haller menegiñ Prinsesje Sterremuur, hag a voe troet e brezhoneg.

Paouez a reas Rotman da labourat e deroù an Eil Brezel-bed, heuget gant ar renad nazi. Ha mervel a reas e 1944.

Goude ar brezel e voe adembannet e oberennoù e meur a gazetenn.

Meur a hini eus e levrioù zo bet troet e yezhoù all, galleg, alamaneg, frizeg, islandeg, iwerzhoneg... ha brezhoneg.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]