Deutsche Sagen

Eus Wikipedia
Embannadur kentañ e 1816

Deutsche Sagen zo un dastumad a 585 gontadenn dastumet gant ar vreudeur Jacob ha Wilhelm Grimm hag embannet e div lodenn, e 1816 ha 1818, embannet gant Der Nicolaischen Buchhandeln.

Embannet e voe an Deutsche Sagen war-lerc'h al levr Kinder- und Hausmärchen (anavezet ivez evel Kontadennoù Grimm), e 1812. N'eo ket ken brudet hag al levr kentañ met levezon bras en devoe e metoù ar studi lennegel.