Morgan Llwyd
Neuz
Morgan Llwyd (1619 – 3 Mezheven 1659) a oa ur prezeger puritan kembreat hag ur skrivagner.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Morgan Llwyd e maner Cynfal-fawr, e parrez Maentwrog, e Sir Feirionnydd kozh (kreisteiz Gwynedd bremañ). E dad-kozh Huw Llwyd a oa soudard eus e vicher, hag ur barzh kembraek anavezet.
Dindan ren Oliver Cromwell e teuas da vezañ anavezet, evel prezeger ha skrivagner. E levr anavezetañ eo Llyfr y Tri Aderyn ("Levr an Tri Labous"), embannet e 1653. Ur diviz eo etre un erer (arouez ar galloud politikel, da lavaret eo Cromwell), ur goulm (arouez ar buritaned) hag ur varc'hvran (arouez an |iliz anglikan.
Ar prezeger disivouder kentañ e voe Morgan Llwyd e Wrecsam. Eno e varvas hag interet e voe e bered an Disivouderien e Rhosddu.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]e kembraeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Llyfr y Tri Aderyn (1653)
- Llythur ir Cymru cariadus (1653)
- Gwaedd ynghymru yn wyneb pob cydwybod (1653)
- Gair o'r Gair (1656)
- Yr Ymroddiad (1657), troet diwar ul levr saoznek gant Jakob Böhme
- Y Disgybl ai Athraw o newydd (1657), troet diwar ul levr all gant Böhme
- Cyfarwyddid ir Cymru (1657)
- Gwyddor vchod (1657)
e saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Honest Discourse between Three Neighbours (1655)
- Lazarus and his Sisters Discoursing of Paradise (1655)
- Where is Christ? (1655)