Emyr Humphreys
Emyr Owen Humphreys (15 Ebrel 1919 – 30 Gwengolo 2020) a oa ur skrivagner saoznek eus Kembre, unan eus ar re vrasañ en XXvet kantved.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Emyr Humphreys e Trelawnyd, e-kichen Prestatyn, e hanternoz Kembre. E dad, William Humphreys, a oa mestr-skol eno, ha rener laz-kanañ paotred Trelawnyd. Kenderv d’ar barzh Hedd Wyn e oa tad Emyr. Desavet e voe ar paotrig e saozneg, daoust ma ouie e dud kembraeg ha deskin a reas yezh ar vro diwezhatoc’h, dre ma oa troet gant mennozhioù broadelourien Plaid Cymru. Kregiñ a reas da zeskiñ kembraeg pa oa krennard, d’ar mare ma voe c’hwezhet an tan gant brogarourien e skol vombezañ Penyberth e ledenez Llŷn e 1936.
Studiañ a reas istor ha saozneg e skol-veur Aberystwyth, met abalamour d’ar brezel, ne c’hallas ket echuiñ e studioù. D’ar mare-se e tisklêrias e oa arbennour a goustiañs ha labourat a reas en atantoù e meur a lec’h e Kembre. Diwezhatoc’h ez eas da reiñ dorn e kampoù repuidi en Ejipt hag en Italia, evit Aozadur ar Broadoù Unanet.
Labourat a reas evel kelenner e Pwllheli, a-raok mont da vezañ produour pezhioù-c’hoari evit ar BBC e 1955. Gantañ e voe produet, e kembraeg hag e saozneg, lod eus pezhioù Saunders Lewis ha John Gwilym Jones. Goude e kelennas teatr e skol-veur Bangor hag adalek 1972 ez eas da skrivagner leunamzer. E 1946 e oa dimezet da Elinor Myfanwy Jones ha pevar a vugale o devoe.
Daoust ma skrivas ar braz eus e levrioù e saozneg e voe atav ur stourmer evit ar c’hembraeg, a oa evitañ un hêrezh sevenadurel dibar. Tremen a reas ur pennadig amzer e toull-bac’h Liverpool, e 1973, dre ma nac’he paean an taos skinwel evit sevel a-enep an diouer a gembraeg er skinwel.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet e voe e romant kentañ, Little Kingdom, e 1946. E-pad e vuhez e skrivas ouzhpenn ugent romant, lod brudet-mat evel A Toy Epic (1958), Outside the House of Baal (1965) pe an heuliad The Land of the Living hag a daolenne istor Kembre en XXvet kantved. Savet en deus ivez danevelloù, pezhioù-c’hoari, barzhonegoù ha levrioù all c’hoazh diwar-benn istor ha sevenadur Kembre.
Garedonet e voe meur a wech gant prizioù a bep seurt : ar Priz Somerset Maugham e 1958, gant Hear and Forgive, ar Priz Hawthornden e 1958 ivez, gant A Toy Epic, prizioù Llyfr y Flwyddyn e 1992 ha 1999. E 2004 e c’hounezas ar priz Siân Phillips, roet d’e labour evit ar skinwel e Kembre[1].
Paouez a reas da skrivañ e 2009, pa oa 90 vloaz. Tremen a reas an dibenn eus e vuhez e Llanfairpwllgwyngyll, en Enez Mon, hag eno e varvas da ur bloaz ha kant.
Un nebeud levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Little Kingdom, romant, 1946
- The Voice of Stranger, romant, 1949
- A Change of Heart, romant, 1951
- Hear and Forgive, romant, 1952 (troet e galleg, “Écoute et pardonne”)
- A Man’s Estate, romant, 1955
- The Italian Wife, romant, 1957
- A Toy Epic, romant, 1958
- The Gift, romant, 1963
- Outside the House of Baal, romant, 1965
- Natives, danevelloù, 1968
- Dinah, pezh-c’hoari, 1970 (asambles gant W.S. Jones)
- Ancestor Worship, barzhonegoù, 1970
- National Winner, romant, 1971
- Flesh an Blood, romant, 1974
- Landscapes, barzhonegoù, 1976
- The Best of Friends, romant, 1978
- The Kingdom of Brân, barzhonegoù, 1979
- Theatr Saunders Lewis (Astudiaethau Theatr Cymru), 1979
- Pwyll a Rhiannon, 1980
- Salt of the Earth, romant, 1985
- An Absolute Hero, romant, 1986
- The Triple Net: A portrait of the writer Kate Roberts 1891-1985, 1988
- The Taliesin Tradition: A Quest for the Welsh Identity, 1989
- Old People Are a Problem, danevelloù, 2003
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (cy) Cofio’r llenor a’r ‘cawr diwyllianol’ Emyr Humphreys – BBC Cymru, 30 Medi 2020
- (en) (cy) The Learned Society of Wales/Cymdeithas Ddysgedig Cymru
- (en) Emyr Humphreys: One of the most courageous novelists of post-war Wales, The Independant, 21 October 2020