Mont d’an endalc’had

Yann-Vatilin Kadig

Eus Wikipedia

Yann-Vatilin Kadig (pe Jean-Mathurin Cadig ent-ofisiel), ganet d'an 2 a viz Ebrel 1843 e Kerforn ha marvet d'ar 14 a viz Mezheven 1917 e Bieuzhi-an-Dour, a oa beleg ha skrivagner, brezhonek ha gallek.

Beleget e voe e 1869, hag anvet da gure e Baden e 1870, e Plouharnel e 1874, en Alre e 1876, a-raok mont da berson Bieuzhi e 1892. Eno e varvas e 1917. Kenderv e oa da Frañsez-Mari Kadig[1], hag eveltañ e tastumas kanaouennoù-pobl. Sevel a reas kantikoù ha barzhonegoù brezhonek, ha pennadoù gallek diwar-benn an Dispac'h Gall. Brudet eo e varzhoneg En Est, adembannet meur a wech gant Dihunamb. Ar c'hanaouennoù dastumet gantañ a voe fiziet, goude e varv, en e genderv F.-M. Kadig.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]