Fanny Hill

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudenn orin embannadur 1766 gant John Cleland.

Memoirs of a Woman of Pleasure ("Eñvorennoù ur vaouez a blijadur", brudet evel Fanny Hill) zo ur romant erotek saoznek savet gant John Cleland hag embannet e Londrez evit ar wech kentañ e 1748. Skrivet eo bet ar romant pa oa an aozour en toull-bac'h e Londrez, dre ma oa dindan zle.
Kontet eo da vezañ ar c'hentañ skrid pornografek saoznek e komz-plaen, kenkoulz hag ar c'hentañ romant pornografek. Bez' e voe unan eus al levrioù muiañ kondaonet gant al lezenn hag al levr berzetañ en Istor Mab-Den.

Kavout a reer ur stumm eus ar romant embannet gant Peter Sabor ; ouzhpennadurioù displegañ a gaver gant ul lennadur evit kompren gwelloc'h ar c'henarroud. Studiadennoù lies zo bet savet evit kompren munudoù an istor e-keñver an ekonomiezh ha doareoù bevañ ar mare taolennet.

Istor an embannadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E div lodenn e voe embannet ar romant, an hini gentañ d'an 21 a viz Du 1748, hag an eil tri miz goude, e miz C'hwevrer 1749. "G. Fenton" e oa an embanner, en gwirionez Fenton Griffiths hag e vreur Ralph. Lod enklaskerien a embann e vefe bet boulc'het an oberenn e 1740, pa oa an aozour Cleland e Bombay o labourat evit ar British East India Company.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù gant Édouard-Henri Avril evit Fanny Hill.