Pornografiezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwaz ha gast (ur yalc'h zo ouzh ar voger), war tondo ur c'hiliks. München, dastumad prevez

Pornografiezh a vez lavaret hiriv eus dafar, skeudennoù, filmoù, levrioù, binvioù, graet evit klask lakaat c'hoantegezhioù revel da sevel en dud. Dont a ra ar ger eus ar gregach: eus ar ger πόρνη («pórnē», «gast») ha γράφειν («gráphein», «skrivañ») gant al lostger -ία (-ía, «stad, perzh»), da lavarout eo «skeudenniñ gisti pe gasterezh » en o labour.

En Hellaz kozh avat ne veze ket kaoz eus pornografiezh, ha kentañ ma voe kaoz eus pornografiezh avat a voe er bloavezhioù 1800 hag e galleg.

Lezennoù[kemmañ]

Broioù ma'z eus lezennoù diwar-benn ar bornografiezh. en gwer: aotreet dre lezenn; en gell: berzet dre lezenn; e melen lezennoù-bevenniñ.

Aotreet eo ar bornografiezh e broioù zo, berzet e broioù all. Lezennoù a vez da ziwall ar yaouankiz diouzh efedoù ar bornografiezh, ha difennet e vez gwerzhañ embannadurioù zo, pe diskouez skeudennoù zo.

Yaouankiz[kemmañ]

Diwall ar yaouankizoù diouzh ar bornografiezh a vez graet gant daou soñj disheñvel:

  • diwall anezho ouzh gwallc'hoantoù tud vras a c'hallfe ober droug dezho, evel gant an nepiofiliezh, a zo torfed en holl vroioù;
  • diwall anezho diouzh gwall levezon ar bornografiezh war o emzalc'h ouzh ar revelezh dre vras, ouzh an dud all dreist-holl, evel en darempredoù feuls etre paotred ha merc'hed.

Filmoù[kemmañ]

Claire Dames, aktourez pornografek stadunanat, e 2009

Ur greanterezh arbennik eo ar filmoù pornografek, gant filmrenerien hag aktourien, ha prizioù bloaziek arbennik ivez.

E 2013 e oa bet lakaet e brezhoneg ur film pornografek evit ar wech kentañ[1].

Lennegezh ha pornografiezh[kemmañ]

Skeudenn gant Édouard-Henri Avril evit Fanny Hill, romant gant John Cleland.

Stalioù[kemmañ]

Doareoù a bep seurt[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. 9 Songs, Le Télégramme 23/05/2013