Sheela na Gig
Ur Sheela na Gig (ur saoznekadur eus gouezeleg Iwerzhon: Síle na gcíoch) zo ur c'hizelladur a ziskouez ur plac'h en he noazh o tiskouez ur pikol kourzh. Kavet e vezont en Iwerzhon hag e Bro-Saoz, ouzh ilizoù pe gastilli, pe savadurioù all, o-unan pe gant paotred. Unan eus ar re vrudetañ eo hini Kilpeck en Herefordshire, e Bro-Saoz.
En Iwerzhon emañ an darn vuiañ: hervez The Sheela-na-Gigs of Ireland and Britain: The Divine Hag of the Christian Celts – An Illustrated Guide, levr Joanne McMahon ha Jack Roberts, ez eus meneget 101 kizelladur en Iwerzhon, ha 45 e Breizh-Veur.
Graet e oa ar c'hizelladurioù-se da bellaat ar marv hag an droukspered hervez klaskerien zo (Andersen; Weir and Jerman). Lakaet e oant a-us d'en dorojoù ha prenester da virout na deuje an droug dre aze.
Kizelladurioù all a'r seurt-se, met gargouloù dreist-holl (anvet ivez Hunky Punk e Somerset), a vez kavet e pevar c'horn Europa ouzh an ilizoù.
Orin ar Sheela na Gig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù gros hag euzhus evel gargouloù a gaver alies war ilizoù Europa. A-wechoù e lavarer e oant bet graet da bellaat an Droukspered(Daveoù a vank). Eus pelec'h e teu ar skeudennoù-se avat n'omp ket evit gouzout, ha tabut zo c'hoazh diwarne.(Daveoù a vank)
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hizelladur iskis damheñvel zo ivez ouzh un treust en iliz Pleiben hag a c'hallfe bezañ ur vaouez o wilioudiñ.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anthony Weir & James Jerman, Images of Lust: Sexual Carvings on Medieval Churches 1986
- Ronald Hutton, The Pagan Religions of the Ancient British Isles
- Joanne McMahon & Jack Roberts, The Sheela-na-Gigs of Ireland and Britain: The Divine Hag of the Christian Celts – An Illustrated Guide - Listenn al lec'hioù, skeudennoù graet en Iwerzhon ha breizh-Veur.
- Eamonn P. Kelly, Sheela-na-Gigs: Origins and Functions
- Dr Jørgen Andersen, The Witch on the Wall: Medieval Erotic Sculpture in the British Isles 1977
- Dr Maureen Concannon, The Sacred Whore: Sheela Goddess of the Celts 2004
- Dr Barbara Freitag, Sheela-na-gigs: Unravelling an Enigma 2004
- James O'Connor, Sheela na gig 1991 Fethard Historical Society
- Margaret Murray. "Female Fertility Figures" Journal of the Royal Anthropological Institute Vol. LXIV 1934
- Anne Ross. Pagan Celtic Britain 1967
- Dr Theresa Oakley and Dr Alex Woodcock The Romanesque Corbel Table at St John's, Devizes and its Sheela na gig (The Wiltshire Archaeological and Natural History Magazine Volume 99 2006)
- Thomas Wright, A History of Phallic Worship, During the middle ages of Western Europe 1866
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- SheelaNaGig.org Diwar-benn re Breizh-Veur.
- Goddess or Queen? Hini Braunston-in-Rutland.
- Ireland's Sheela Na Gigs Re iwerzhon.
- Beyond the Pale by Anthony Weir Diwar-benn dispakañ kourzh ha kalc'h e kizelladurioù Kornogeuropa
- Hortusdeliciarum Kizelladurioù e Breizh hag e Bro-C'hall
- The Anatomy of a Church - Part 2 by Ernest L. Martin, Ph.D., 1998 Arouez ar vaouez en ilizsavouriezh
- Sheela Na Gig eo anv ar 6vet rann eus ar bladenn 'Dry' gant PJ Harvey e 1992 .