Martín Sarmiento

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Poltred Martín Sarmiento

Martín Sarmiento, pe an Tad Sarmiento (ganet Pedro José García Balboa d'an 9 a viz Meurzh 1695 ; marvet d'ar 7 a viz Kerzu 1772) a oa ur manac'h beneadat galizat.

Unan eus lenneien c'halizek Oadvezh ar Sklêrijenn e voe. Ganet e voe e Villafranca del Bierzo, e korn-bro galizek kornôg León, e Spagn. Tremen a reas e yaouankiz e Pontevedra, a-raok mont da vanac'h en ur manati e Madrid. Studioù a reas e meur a vanati eus e urzh. Studiañ yezhoù a-dost a reas, dreist-holl ar spagnoleg hag ar galizeg. Kavout a rae dezhañ e ranke ar galizeg bezañ desket er skolioù hag e tlee ar veleien gouzout galizeg evit gallout kofessat an dud.

Skrivañ a reas en ul levr anvet "Sobre El Origen de la Lengua Gallega" : A língua portuguesa pura não é outra do que a extensão da galega ("ar portugaleg glan n'eo nemet un astnn eus ar galizeg"). E 1745 e reas ur veaj da C'haliza ha sevel, da-heul, ul levr ma notenne anvioù galizek al lec'hioù ma tremene. Sevel a reas ul levr all anvet Coloquio de veinticatro galegos rústicos, ma kaver kanaouennoù kanet gant ur strollad Galiziz o vont eus Madrid da C'haliza.

Estreget gant ar yezhoù e oa troet-kenañ gant ur bern traoù ha dreist-holl gant ar plant. Un den gouiziek e oa war anvioù ar plant hag o vertuzioù. Stourm a reas a-enep an diouiziegezh hag ar brizhkredennoù, ha kinnig digeriñ levraouegoù e pep lec'h dre ar vro. War ar c'helenn en doa soñjoù dibar ivez : lavaret a rae e tlee ar vugale bezañ desket en o yezh dezho, a-raok deskiñ yezh ar stad hag al latin da c'houde. Lavaret a rae ivez e ranke ar gelennerien mont er-maez eus ar skolioù da ziskouez an natur d'o skolidi.

Abalamour d'e labour evit ar galizeg e voe gouestlet Devezh al Lizhiri Galizek dezhañ e 2002.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]