Arthur de Dieuleveult

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Arthur de Dieuleveult
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanArthur Kemmañ
Anv-familhde Dieuleveult Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Meu 1884 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDirinonn Kemmañ
Deiziad ar marv3 Gou 1974 Kemmañ
Lec'h ar marvDirinonn Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micherpolitiker, skrivagner Kemmañ
Kargmaer Dirinonn Kemmañ
Ezel eusKevredigezh Vroadel Breizh Kemmañ


Arthur Paul Marie de Dieuleveult (Dirinonn, 12 Meurzh 1884 - Dirinonn, 3 Gouere 1974) a oa un denjentil hag a voe maer Dirinonn e-pad ugent vloaz (1924-1944). Tomm e oa ouzh Breizh hag ar brezhoneg.

Mont a reas e-barzh Kevredigezh Vroadel Breizh (Union Régionaliste Bretonne) a-raok ar C'hentañ brezel bed. E-pad ar brezel e kasas keleier eus an talbenn da Frañsez Vallée da embann e-barzh Kroaz ar Vretoned. E 1926 ez eas e-barzh Goursez ar Varzhed hag er bloaz war-lerc'h, e Goursez Lokmaria-Kaer, e voe anvet da varzh. War-dro 1930 e krouas ur strollad komedianezed da c'hoari pezhioù brezhonek. Mont a raent da c'hoari aliezik da vourkoù bihan Leon ha Kerne. E 1935 e voe goulennet outañ gant an aotrou Yann-Vari Perrot kemer penn ar Bleun-Brug. Neuze e tigoras e strollad c'hoariva d'ar baotred ivez ha d'ar strollad-se e roas an anv Strollad c'hoarierien ar Bleun Brug. Berzh a rae o fezhioù-c'hoari el lec'hioù ma vezent displeget, e Bro-Leon hag e hanternoz Kerne. Met e 1938 e tilezas e garg rener ar Bleun Brug.

Implijet en deus an anvioù-pluenn Ar Soudard Koz (evit ar pennadoù embannet gantañ da vare ar brezel kentañ) hag Arzur Breiz (e anv barzh er Goursez).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]