Rajko Đurić

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Raјko Đurić (Рајко Ђурић e serbeg, Raiko Juric e romani; 3 a viz Here 1947 e Malo Orašje, Smederevo, Serbia, Yougoslavia - 2 a viz Du 2020) a oa ur skrivagner rom eus Serbia hag ur politiker. Bet eo e penn Unvaniezh Romed Serbia (Unija Roma Srbije), ur strollad politikel hag a zifenn ar Romed e Serbia.

Studiet en doa prederouriezh e skol-veur Belgrad (1967–1972). E 1986 en doa tapet un doktorelezh gant e dezenn war Sevenadur ar Romed e republik sokialour Yougoslavia. E 1991 e oa aet da chom da Verlin evit tec'hout diouzh ar brezel a oa o ren e Yougoslavia d’an ampoent ha diouzh renad Slobodan Milošević.

Skrivet en deus ouzhpenn 500 pennad diwar-benn ar Romed ha meur a levr. Kenlabouret en doa gwechall gant ar gazetenn bemdeziek Politika e Serbia. Bet eo sekretour ha, goude, prezidant an Unvaniezh Romani Etrebroadel ha sekretour meur ar skourr romek eus International PEN. Troet eo bet e skridoù lennegel e meur a yezh. E 2011 e oa bet unan eus ar re o doa savet an Akademiezh rom evit an arzoù hag ar skiantoù, e Serbia.[1]

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bi kheresko-Bi limoresko, teskad barzhonegoù divyezhek, 1975
  • Purano svato o dur themestar, teskad barzhonegoù divyezhek, 1980
  • A i U - A thai U, teskad barzhonegoù divyezhek, 1982
  • Hefestovi ucenici, 1986
  • Kultur der Roma und interkulturelle Beziehungen, 1988–1990
  • Paradigmen in der Kultur der Roma, 1992
  • Die Kultur der Roma und Sinti, 1993

Skridoù troet e galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ‘’Les disciples d’Héphaïstos’’ (Cahiers Bleus Librairie, 1995)
  • ‘’Les rêves de Jésus-Christ’’ (troet gant M. Robin, Éditions Noir & Blanc, 1996)
  • ‘’Malheur à qui survivra au récit de notre mort’’ (Éditions Noir & Blanc, 2003)
  • ‘’Les Rroms dans les belles lettres européennes’’ (gant M. Courthiade, L’Harmattan, 2004)
  • ‘’Sans maison, sans tombe’’ (troet gant M. Courthiade, L’Harmattan, 2004)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Tatalović, Mićo (9 September 2011). Roma Establish Academy of Arts and Sciences in Belgrade. ScienceInsider. Science. Kavet : 12 G 2011.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]