Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Tanjee

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia
Evezhiadenn diwezhañ: 20 deiz zo gant Llydawr e kaozeadenn Timbroù Touva ha Zeland-Nevez
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Tanjee, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Tanjee. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Benoni (Kaozeadenn) 7 Du 2007 da 11:58 (UTC)Respont

Giambattista Basile

[kemmañ ar vammenn]

Nozvezh vat. Ne gomprenan ket perak e vije ret lakaat ar pennad-se (nag ar re all) en holl rummadoù-mañ: Skrivagnerien | Skrivagnerien Italia | Skrivagnerien italianek | Tud.

  • N'eus nemet er wikipedia brezhonek e welan war un dro an daou rumm Skrivagnerien Italia | Skrivagnerien italianek | evit ar pennad-se.
  • Kavout a rae din e yae ar rummadoù seurt-se er rummad skrivagnerien hag a yae e-unan ken aes ha tra er rummad tud. Ha mat pell zo.
  • Mar deo aesoc'h luziañ an traoù e c'haller lakaat ar pennad ivez e-barzh Barzhed (konterien, tud ) Italia /italian/ italianek, ha nouspet rummad all c'hoazh. Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:12 (UTC)Respont

Evit Joyce, Barzhed iwerzhonat | Skrivagnerien Iwerzhon. Marteze e vank romanterien ha danevellerien ivez? Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:25 (UTC)Iwerzhoniz n'eo ket fall. Mankout a ra tud marteze.Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:33 (UTC)Respont


Nozvezh vat. Aes eo respont deoc'h : bez ez eus ur rummad anvet "skrivagnerien dre vro" hag un all "dre yezh". Kizidikoc'h e vez implijourien ar wikipedia brezhonek ouzh an diforc'h etre yezh ha bro ? Pezh 'm eus graet n'eo nemet ober ul liamm etre ur skrivagner hag ar rummad "dre yezh" pa oa unan gant ar rummad "dre vro". Ne gav ket din eo luzietoc'h, hogen aesoc'h eo evelse tizhout pajennoù zo. Ha n'em eus ket krouet ur rummad nevez e-giz ma lavarit. Ha ne fell ket din hen ober.

Aes eo respont: ne oa ket eus ar rummadoù skrivagnerien italianek hag Iwerzhoniz a-raok fenoz. Neuze int bet krouet gant unan bennak. Kavout a ra din int diezhomm, neuze hel lavaran, met marteze ne soñjo ket an holl eveldon. Hag echu dre eno. Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:48 (UTC)Respont
Ar rummad skrivagnerien n'eo ket graet evit degemer anvioù-tud, met rummadoù skrivagnerien, peogwir e vo kalz re a dud a-hend-all. Abred pe ziwezhat e vo ret dispenn al labour-se eta. Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 17:02 (UTC)Respont

Porched Timbrouriezh

[kemmañ ar vammenn]

Gwelet a ran out dedennet gant an timbrouriezh. Marteze e c'hellfes sevel ur Porched an timbrouriezh, war skouer an hini a zo e galleg: fr:Portail:Philatélie? Sikour a c'hellan kas evit pezh a sell ar patromoù. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 8 Du 2007 da 15:27 (UTC)Respont

  • Ur mennozh mat eo. Emaon o kregiñ ganti mod pe vod dre vouetañ al lec'hienn ingal. Pezh zo, mankout a ra din gerioù arbennik e brezhoneg evit ober pennadoù resis, ha din da c'houzout eo paour awalc'h c'hoazh ar gerva brezhonek a sell ouzh an timbrouriezh. Savet 'm eus ar goulenn ouzh tud gouiziek Ofis ar Brezhoneg (servij teminologiezh) hag emaon o c'hortoz ur respont diganto. Degemer a ran ali ha kinnigoù pep hini a-benn frammañ Porched an Timbrouriezh eveljust.

Pennad eus an dibab

[kemmañ ar vammenn]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:46 (UTC)Respont

Ar pennad diwar-benn Primo Levi. Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 20:02 (UTC)Respont

Moarvat e vi dedennet gant an timbr-mañ

[kemmañ ar vammenn]

Peadra d'ober ur pennad? Ur gwir timbr eo! A galon, Benoni (Kaozeadenn) 6 Gen 2008 da 13:04 (UTC)Respont

Kroget ganin amañ: Timbroù an Dieubidigezh e Breizh. Benoni (Kaozeadenn) 6 Gen 2008 da 13:21 (UTC)Respont

Fazi,

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Marteze ez eus ur fazi en titl: ne vefe ket "Mecklenbourg" e-lec'h "Mecklebourg"? A galon. Klaod. Kadbzh 25 C'hwe 2008 da 15:51 (UTC)Respont

Glups! Kavet e vez "Mecklebourg" ivez... Klaod. Kadbzh 25 C'hwe 2008 da 15:52 (UTC)Respont

Ar gwir zo ganit ! Mecklenbourg eo an anv da embann. N'ouzon ket re vat penaos cheñch an titl avat... Sikour !

Kemmadur

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ar ger "timbrouriezh" zo ur ger gwregel, hervez geriadur ar Gleau, evel an holl c'herioù a echu gant "-ouriezh". "An dimbrouriezh" e tlefe bezañ eta. A galon, --Llydawr 21 Meu 2008 da 07:57 (UTC)Respont

. A galon. Bianchi-Bihan 21 Meu 2008 da 15:17 (UTC)Respont

Danvez ur pennad

[kemmañ ar vammenn]
  • 12 a viz Mae: gant Enez Manav e vo embannet c'hwec'h timbr ha warno pep a vanniel eus ar broioù keltiek. Prest out?

http://www.gov.im/post/stamps/FutureIssue.aspx?categoryid=164 Bianchi-Bihan 29 Ebr 2008 da 02:45 (UTC)Respont

Rummad

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Krouet em eus ur rummad resisoc'h evit renkañ pennadoù diwar-benn timbroù, Rummad:Timbroù hervez ar vro, war skouer ar pezh a gaver e saozneg en:Category:Postage stamps by country pe e galleg fr:Catégorie:Timbre par pays. A galon, --Llydawr 22 Gwe 2008 da 06:55 (UTC)Respont

Overprint

[kemmañ ar vammenn]

Demat. D'am soñj e vefe gwelloc'h gober gant dreist-moulet evit treiñ overprint pe surchargé. A galon. Kadbzh (kaozeal) 17 Mae 2012 da 17:42 (UTC)Respont

Timbroù

[kemmañ ar vammenn]

Demat dit,

Gwelet am eus ez peus pellgarget skeudennoù eus timbroù etre 2007 ha 2009 hep menegiñ doareoù implij. Er mare-se ne oa ket doujet a-walc’h ouzh ar gwirioù implijer er wiki, met bremañ e klasker ober war-dro ar gudenn-mañ ha treuskas ar skeudennoù da gCommons, ma vo graet war o dro gant tud a oar ober kalz gwelloc’h egedon. Ha gallout a rafes kas da skeudennoù da gCommons, ma n’eo ket bet graet dija? Evel-se e c’hellfen diverkañ anezho amañ hep koll danvez ebet. Huñvreüs (kaozeal) 30 Gen 2024 da 07:49 (UTC)Respont

Fazioù HTML da reizhañ

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,

Ha gallout a rafes teurel ur sell war ar fazioù HTML a zo er pajennoù ac'h eus savet] ? Reizhet em eus un nebeud, met ne'm eus ket amzer da reizhañ ar 80 bennak a chom. Lakaat div wech anv ar skeudenn eo ar fazi a rez an aliesañ.
Prest on da sikour mar ne zeuez ket a-benn da reizhañ pep tra. Dav eo diwall er pennadoù da zont !^^
A-galon,

Ar choler (kaozeal) 28 Meu 2024 da 20:52 (UTC)Respont

Demat,
Me zo a-du krenn evit reizhañ kement tra a rankan ober eveljust, met ne gomprenan ket mat petra eo ar "fazioù HTML". Ha gell a rez reiñ ur skwerenn din da c'houzout mar plij ?
A galon
Tangi Tanjee (kaozeal) 29 Meu 2024 da 10:02 (UTC)Respont
An HTML a vez implijet evit skrivañ pajennoù web evel ar pennadoù e Wikipedia. Resis eo an doare da skrivañ boneg ("kod") HTML, ha faziañ a c'heller a-wechoù ! Ar meziant Lint a glask ar fazioù-se hag o renabl e pajennoù evei an hini am eus lakaet da liamm amañ a-us.
  • Da skouer : Timbroù a-zivout an egor eo ar pennad kentañ el listenn ; kavet ez eus bet un arventenn faos ((en) bogus), a zo Stamp_of_India_-_2017_-_Colnect_910241_-_Indian_Space_Research_Organisation ; pa gliker war "edit" (kemmañ) e tiskouez pelec'h emañ ar fazi kentañ – er rannbennad ==India== emañ. Meur a fazi zo e gwirionez, pa'z eo bet skrivet div wech anv ar restr e meur a lec'h er pennad.
  • Ur skouer all : Lint en deus kavet e Timbroù Afrika ar Reter italian ar fazi Upright 1.2 e-lec'h upright 1.2 (n'eus pennlizherenn ebet en urzh HTML-se).
Ur wech reizhet ar fazi hag enrollet ar pennad e freskaer ar bajenn Lint hag ar pennad fazius a vez tennet eus al listenn.
Lezel a rin ar fazioù-se, evidout da welet penaos ec'h a en-dro, ha kenderc'hel a rin da zifaziañ pennadoù all el listenn.
Ar choler (kaozeal) 29 Meu 2024 da 10:46 (UTC)Respont

Notice about files

[kemmañ ar vammenn]

Hi! You have uploaded many files so you may be interessted to know that I have been talking to Huñvreüs about files without a license at Kaozeadenn Implijer:MGA73. I have also made a request for a bot flag at Wikipedia:Bot#MGA73bot so my bot can work on files.

My goal is to find and mark files that do not have a valid license. If the uploader (you) can confirm to be the creator of the file and confirm a valid license (for example Template:Cc-by-sa-4.0) my bot can perhaps help fix the files.

You are very welcome to comment at the bot request. --MGA73 (kaozeal) 18 Mae 2024 da 17:46 (UTC)Respont

Krouiñ ul liamm war-zu ur rummad

[kemmañ ar vammenn]

a c’haller ober evel-mañ: [[:Rummad:un_dra_bennak]] (gant daou-bik a-raok ar ger Rummad). Skouer : https://br.wikipedia.org/w/index.php?diff=2103131&oldid=2103130&title=Timbro%C3%B9_Victoria Huñvreüs (kaozeal) 7 Mez 2024 da 10:13 (UTC)Respont

Restroù da ziverkañ

[kemmañ ar vammenn]

Salut dit @Tanjee,

Evel meneget a-us e vo diverket ar restroù hep doareoù-implijout, da re en o zouesk, a-benn nebeut. Gallout a ra MGA73 lakaat e robot da venegiñ an aotre-implijout CC-by-SA, n’eus nemet goulenn outañ hen ober. A-hend-all e vo diverket ar skeudennoù. Huñvreüs (kaozeal) 23 Mez 2024 da 12:07 (UTC)Respont

Demat,
Penaos ober ? Tanjee (kaozeal) 23 Mez 2024 da 12:30 (UTC)Respont
Gallout a rez lakaat un evezhiadenn en e bajenn gaozeal, evel-se: "Hello, I created the images in [[:Rummad:Files uploaded by User:Tanjee]] and I agree to license them under the CC by-sa 4.0. Please have your bot update the files accordingly. Thanks, ~~~~" Huñvreüs (kaozeal) 23 Mez 2024 da 13:12 (UTC)Respont
@Tanjee: Trugarez eus da gemmoù a laka aotreoù-implijout. Un draig all: ur patrom zo evit PD-old, a c'haller implijout evel-se. Huñvreüs (kaozeal) 25 Mez 2024 da 13:13 (UTC)Respont

Skeudennoù eus Commons

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit @Tanjee,

Skeudennoù zo a c’hall bezañ kavet e Commons, da skouer: Restr:Stamp2 of Reunion.jpg, degaset ganit e 2008, zo e Commons aboe 2005: commons:File:Timbre Reunion fr 1907.jpg. Neuze e c’hall restr Commons bezañ lakaet e lec’h hini ar wiki, da vezañ diverket. Restroù zo, degaset ganit, ha ne vint ket kavet e Commons, neuze eo talvoudus kenderc’hel da verkañ an holl restroù degaset ganit evel m’emaout oc’h ober. Huñvreüs (kaozeal) 26 Mez 2024 da 12:20 (UTC)Respont

Skeudennoù dizimplij

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit @Tanjee,

10 restr degaset ganit zo dizimplij bremañ, ha gallout a ran diverkañ anezho?

Chom a ra 20 restr all da ober war o zro. Huñvreüs (kaozeal) 12 Meu 2025 da 09:46 (UTC)Respont

Salud dit @Huñvreüs
Ya mat eo din.
Ur goulenn c'hoazh : savet 'm eus ar pennad "Timbroù Alamagn - Impalaeriezh" hiriv, ha kavet eo er rann "Roll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroù", ket er rann "Timbroù hervez ar vro A...H". Ha ne gavan ket ar perag hag ar penaos ! Aotomatik eo al liamm normalant... Ma c'hellez sikour din, trugarez. Tanjee (kaozeal) 12 Meu 2025 da 10:12 (UTC)Respont
👍
Dreset am eus al liamm. Skrivet az poa – e lec’h -, n’eo ket ar memes arouez. Huñvreüs (kaozeal) 12 Meu 2025 da 10:18 (UTC)Respont
A Toui ! Trugarez dit ! Tanjee (kaozeal) 12 Meu 2025 da 10:41 (UTC)Respont
Graet Huñvreüs (kaozeal) 12 Meu 2025 da 20:31 (UTC)Respont

Kreta

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! Peseurt diforc'h zo etre Timbroù Kreta – Burevioù italian ha Timbroù Kreta – Burevioù-post Italia ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 18 Mez 2025 da 08:56 (UTC)Respont

Demat,
Bez ez eus ur roll broioù savet dre urzh al lizherenneg (Timbroù hervez ar vro...) hag eno "Kreta- Burevioù-post Italia", ha mod all un eil roll savet dre gevandir, lec'h ma kavez "Kreta - Burevioù italian". Ar memes pennad eo eveljust. An hevelep titloù doubl a gaver evit Kreta Bro-C'hall ha Kreta Aostria.
Posubl eo cheñch an dra-se ha mirout un titl hepken eveljust.
A galon
Tanjee Tanjee (kaozeal) 18 Mez 2025 da 12:13 (UTC)Respont
Demat dit,
Ya, gwelloc’h eo kendeuziñ ar pennadoù doubl. Huñvreüs (kaozeal) 20 Mez 2025 da 08:54 (UTC)Respont
Graet eo ! Tanjee (kaozeal) 20 Mez 2025 da 09:17 (UTC)Respont
Trugarez. Ha gallout a rafes merkañ ar pennadoù da ziverkañ gant ar patrom {{diverkañ}} mar plij? Huñvreüs (kaozeal) 20 Mez 2025 da 09:24 (UTC)Respont

Antilhez Spagn

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Diouzh ar pezh am eus lennet er Wikipediaoù saoznek ha spagnolek e oa bet ur republik kentañ (: Primera República Dominicana) etre 1844 ha 1861 hag un eil republik (Segunda República Dominicana) adalek 1865. Etre 1861 ha 1865 e oa bet brezel p'en doa klasket Spagn adaloubiñ ar vro. Da neuze e raed Capitanía General de Santo Domingo eus ar vro e spagnoleg. Se zo kaoz em eus lakaet Santo Domingo er pennad, gant un adkas da Republik Dominikan. Ha mat eo dit evel-se ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 25 Gwe 2025 da 16:48 (UTC)Respont

Ya, mat eo din, trugarez. A galon Tanjee (kaozeal) 25 Gwe 2025 da 18:13 (UTC)Respont

Timbroù Sina

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Peseurt diforc'h zo etre Timbroù Sina - Burevioù gall ha Timbroù Sina – Burevioù gall ? --Llydawr (kaozeal) 12 Du 2025 da 15:08 (UTC)Respont

Demat,
Ur fazi eo. Bez ez eus ur bajennad "Timbroù Sina - Burevioù gall" ha diouzh an tu all ur bajennad "Timbroù Pakhoi" dindan un anv mat. Dav eo nullañ an eil bajennad "Timbroù Sina - Burevioù gall" heñvel ouzh hni Pakhoi mar plij. Tanjee (kaozeal) 12 Du 2025 da 16:08 (UTC)Respont
Trugarez dit ! Llydawr (kaozeal) 13 Du 2025 da 09:09 (UTC)Respont
Trugarez dit evit al labour difaziañ ! Tanjee (kaozeal) 13 Du 2025 da 10:50 (UTC)Respont

Restroù da ziverkañ ?

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,

Ha gallout a ran diverkañ ar restroù dizimplij-mañ?

A galon, Huñvreüs (kaozeal) 22 C'hwe 2026 da 11:58 (UTC)Respont

Demat,
Ya posubl eo, trugarez dit.
A galon Tanjee (kaozeal) 22 C'hwe 2026 da 14:31 (UTC)Respont
Graet
Ha gallout a rafes teurel ur sell ouzh an 9 zimbr a chom e Rummad:Files uploaded by User:Tanjee? Kas anezho da gCommons pe lakaat ur skeudenn eus Commons en o lec’h a vefe dreist. Huñvreüs (kaozeal) 22 C'hwe 2026 da 15:16 (UTC)Respont
@Tanjee: Marteze e c’hallfer echuiñ gant ar sujedoù-mañ? Chom a ra 5 timbr da ezporzhiañ war-du Commons, hag un diviz da ober a-zivout ar bajenn Timbroù diwar-benn Breizh: n’on ket sur ha talvoudus eo rak ne zegas netra muioc’h eget ur rummad, a zo anezhañ dija. Huñvreüs (kaozeal) 8 Meu 2026 da 10:46 (UTC)Respont
Demat,
Graet eo bet ! A galon
Tanjee Tanjee (kaozeal) 8 Meu 2026 da 14:19 (UTC)Respont
Trugarez ! Huñvreüs (kaozeal) 8 Meu 2026 da 15:38 (UTC)Respont

Timbroù Touva ha Zeland-Nevez

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! 1) "Republik Pobl Tannou Touva"/"Republik Poblel Tannou Touva" : emañ ar wirionez ganit, "poblel" a lenner e titl ar pennad gouestlet d'ar stad-se. Met e brezhoneg, hervez ar pezh a lenner er yezhadurioù (Kervella, Favereau...) eo gwelloc'h ober gant an anv-kadarn : "republik pobl", "sonerezh pobl", "hent mor", kentoc'h eget "republik poblel", "sonerezh poblel" pe "hent morel". 2) "touristelezh"/"touristerezh" : an daou c'her a c'hell bezañ, met hervez an doare m'int savet e tennfe "touristelezh" kentoc'h d'ur perzh ha "touristerezh" d'un obererezh. Gant TermOfis e vez implijet "touristerezh" evit an obererezh-se. Hag ar memes tra evit "artizanelezh" ha "artizanerezh". War evezh e ranker bezañ avat : "an douristelezh" (benel)/"an touristerezh" (gourel). A galon, --Llydawr (kaozeal) 21 Meu 2026 da 11:48 (UTC)Respont