Timbroù Afrika ar Reter italian

Eus Wikipedia
Mussolini ha Hitler, 1941
Timbr 1938

An anv “Afrika ar Reter Italian” a voe roet d’un drevadenn Italian etre 1936 ha 1941. Savet e voe dre gendeuziñ trevadennoù Etiopia, Eritrea ha Somalia italian a baouez neuze o velestradurezh postel emren. Tro 150 timbr zo bet embannet gant ar velestradurezh italian e-pad ar prantad amzer, warno ar meneg “AFRICA ORIENTALE ITALIANA”. Danvez skeudenn an timbroù a ro da c’houzout peseurt temz-spered eo hini an alouberien italian er vro : hini un trevadennour, pell-pell eus sevenadur ar broioù afrikan-mañ. Arvestet e vez loened gouez met dreist-holl darvoudoù ha poltredoù pennoù-bras Italia : ar roue Vittorio Emanuele III, Mussolini ha Hitler kichen-ha-kichen, soudarded al Lejion… Aloubet eo ar vro gant an arme saoz e 1941, alese e vo soulgarget timbroù gant ar gerioù BRITISH OCCUPATION. Timbroù saoz a vo graet gante war-lerc’h. E fin ar brezel ec’h adkavo Etiopia he frankiz, met Eritrea a vo staget outi betek 1993. Ar Somalia italian hag ar Somaliland saoz a yelo d’ober Republik Somalia e 1960.