Timbroù Somalia italian

Eus Wikipedia

Somalia italian eo anv un tiriad bet trevadennet gant Italia etre 1889 ha 1936. Lec’hiet eo e reter Afrika, etre Kenya ha Somaliland saoz. Kendeuzet e vo gant [[Eritrea] hag Etiopia e 1936 er framm Afrika ar Reter italian betek 1941.

Benadir[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr moulet evit Kompagnunezh Benadir e 1903.

Timbroù kentañ Somalia a voe embannet evit Kompagnunezh Benadir gant pennadurezhioù Italia e 1903.

E 1905 e tiviz Italia trevadenniñ Bro-Somalia en he fezh, dre an abeg ma vefe bet gougemeret ar sklavelezh gant Kompagnunezh Benadir.

Trevadenn Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tamm-ha-tamm en em astenn nerzhioù Italia er vro. Rannvro Kismayo (Oltre Giuba pe Joubaland), e Su Somalia, a zo roet d’ar Stad Italian faskour gant ar Rouantelezh Unanet d’ar 15 a viz Even 1924, hervez feur-emglev Londrez sinet e 1915.

Implijet e veze timbroù Italia peurvuiañ, soulgarget gant ar gerioù “SOMALIA ITALIANA”. Dav e voe gortoz 1935 evit gwelout timbroù orin gant an hevelep meneg. Skeudenniñ a raent savadurioù ha loened gouez ar vro. Ur rummad timbroù embannet e 1935 a oa gouestlet da zonedigezh ar roue Vittorio Emanuele III da Somalia.

Etre 1935 ha 1942 e voe implijet timbroù gant an alc’hwez “Africa Orientale Italiana”.

Melestradurezh Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1940 e voe trec’h an Italianed war ar Saozon hag e kouezhas Somaliland etre o c’hrabanoù. Pa c’hoarvezas taol-argad ar Saozon e 1942 avat e kollas Italia he mestroni en Afrika ar Reter. Gant ar velestradurezh saoz e voe meret Somalia betek 1949. Ganti e voe embannet timbroù boutin saoz gant ur soulgarg “E.A.F.” (East Africa Forces / Nerzhioù Afrika ar Reter) e 1943 ha “B.M.A. Somalia” (British Military Administration / Melestradurezh al Lu Saoz) e 1948. Dont a reas ur velestradurezh nann-soudard saoz war-lerc’h (Soulagarg “B.A. Somalia”) e 1950.

Timbr E.A.F. 1943
uprightTimbr B.A. 1950
Timbr 1958

Kuit ar Saozon, fiziet e voe dazont Somalia e melestradurezh Italia en-dro war hent an didrevadennerezh, dindan evezh Aozadur ar Broadoù Unanet (statud un « United Nation Trust Territory »). War-dro 130 timbr a voe lakaet e gwerzh, warno ar meneg SOMALIA e-kichen an anv en arabeg. Liesseurtoc’h e oa danvez ar skeudennoù : ar banniel broadel nevez, an dael, 3e foar Somalia, ar sportoù, bloavezh ar repuidi.

D’ar 1añ a viz Gouere 1960 e voe dizalc’h ar vro hag e tivizas raktal bezañ unvanet gant Somaliland saoz evit sevel Stad Somalia.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]