Mont d’an endalc’had

Timbroù Joubaland

Eus Wikipedia
Timbroù ar Joubaland - 1926

Joubaland zo ur Stad a zo e Su Republik Kevreadel Somalia, stok ouzh Kenya.

D’ar 15 a viz Gouere 1924 e roas ar Rouantelezh-Unanet ar Joubaland da Italia, a oa mestr war Somalia italian abaoe 1881.

D’an 29 a viz Even 1925 ec’h embannas ar Stad italian timbroù italian soulgarget "OLTRE GIUBA", da lavaret eo "Treuz-Jouba", ar rummad diwar-benn ar roue Vittorio Emanuele III da skouer, pe an timbroù evit lidañ 700vet deiz-ha-bloaz marv sant Frañsez a Asiz.

D’ar 22 a viz Ebrel 1926 e teuas er-maez 7 timbr warno kartenn ar vro hag ar meneg "COMMISSARIATO GENLE / DELL' OLTRE GIUBA". Heuliet e voe gant ar rummad gouestlet d’an Institute Coloniale Italiano dindan an alc’hwez OLTRE GIUBA.

Staget e voe Joubaland ouzh trevadenn ar Somalia italian d’ar 1añ a viz Gouere 1926.

Dizalc’h e voe Somalia italian d’ar 1añ a viz Gouere 1960, hag a-unvouezh gant Somaliland saoz e savjont asambles Republik Kevreadel Somalia.

D’an 3 a viz Gwengolo 1998 ec’h embannas an Emsav Brogarour Somalian dizalc’hiezh ar Joubaland, er-maez eus Republik Kevreadel Somalia, a oa un dachenn-vrezel etre meuriadoù ha strolladoù a bep seurt. Betek an 11 a viz Even 1999 e padas ar Stad nevez hep bezañ anavezet gant ar gumuniezh etrebroadel. N’eus ket bet embannet timbroù gant an ensavadur-se war a seblant.