Mont d’an endalc’had

Timbroù a-zivout an egor

Eus Wikipedia

Kavout planedennoù pe loarennoù nevez, treuziñ an egor gant fuzeennoù, mont en tu all da vevennoù hor planedenn e gwirionez, setu aze traoù a lakaas an dud da hunvreal e-pad an XXvet kantved. N’eo ket ur souezh e kavfemp un niver bras a dimbroù gant skeudennoù, poltredoù tudennoù a denn d’an egor, anezho harozed nevez hon amzer.

An darn vrasañ eus an timbroù-se a voe embannet gant ar Stadoù a oa e penn ar redadeg evit aloubiñ an egor : Rusia hag ar republikoù tost, Stadoù-Unanet Amerika ha lod Stadoù en Europa.

Er bloavezhioù 2000 e voe degemeret broioù nevez e klub ar broadoù o deus tapet mestroniezh an deknologiezh evit kas ur fuzeenn en egor : Sina, India ha Japan.