Youriy Gagarin

Eus Wikipedia
Poltred ofisiel

Youriy Alekseyevitch Gagarin (rusianeg: Ю́рий Алексе́евич Гага́рин, Youriy Alekseyevitch Gagarin [jurʲɪj ɐlʲɪˈksʲeɪvʲɪtɕ ɡɐˈɡarʲɪn]) (9 a viz Meurzh 1934 - 27 a viz Meurzh 1968) a oa un egoraer soviedel hag un Haroz eus an Unaniezh Soviedel.
D'an 12 a viz Ebrel 1961, e bourzh an egorlestr Vostok I, e oa bet an den kentañ o vont en egor. Ur gelc'htro a reas en-dro d'an Douar e-pad 1 eurvezh hag 48 munut. Gagarin en doa servijet goude-se evel rener ar gourdoniñ evit kreizenn gourdoniñ an egoraerien nepell diouzh Moskva, a voe adanvet dre e anv. Marvet e 1968 pa oa pilet e garr-nij gourdoniñ MiG-15. Ar Fédération Aéronautique Internationale en doa krouet ar vedalenn aour Youriy A. Gagarin evit e enoriñ.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Youriy Gagarin a oa bet ganet d'an 9 a viz Meurzh 1934 e kêriadenn Klushino, nepell diouzh Gzhatsk (adanvet Gagarin e 1968 goude e varv). Labourerien e oa e dud en un atant kenstrollet : Alexey Ivanovich Gagarin evel kalvezer ha mañsoner, Anna Timofeyevna Gagarina evel dastumerez laezh. An trede bugel a-ziwar pevar e oa Youriy, goude e vreur henañ Valentin, e c'hoar Zoya, hag a-raok e vreur Boris.
Evel milionoù a dud en URSS, ar familh Gagarin a oa bet gwasket gant an nazied e-pad an Eil Brezel-bed. Klushino a oa bet e dalc'h an Alamaned e miz Du 1941 pa oant o tagañ Moskva. Un ofiser alouber en devoa kemeret ti ar re Gagarin. Ar familh a oa bet aotreet da sevel un ti pri e-tro 9 m² gorread e ziabarzh war an dachenn a-dreñv an ti gwirion. Chomet e oant da grakvevañ eno e-pad ur bloavezh ha nav miz betek fin an dalc'h alaman war ar gêriadenn. E,1943, ar breur hag ar c'hoar koshañ a voe harluet gant an Alamated e Polonia evel sklaved labour ; distroet e oant e diwezh ar brezel e 1945 nemetken. E 1946, ar familh he devoa dilojet e Gzhatsk. Eno e kendalc'has Youriy Gagarin gant e studioù eil derez.

Amsklaer e chom marv Youriy A. Gagarin hiziv an deiz c'hoazh[1].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jenks, Andrew L. : The Cosmonaut Who Couldn't Stop Smiling: The Life and Legend of Yuri Gagarin, Northern Illinois University Press, 2012 (ISBN 978-0-87580-447-7).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]