Koronal
Ur c'horonal zo un ofiser a renk uhel en arme e penn ur rejimant soudarded. A-us dezhañ emañ ar jeneral. En armeoù bihan, evel re Island pe ar Vatikan, ar renk a goronal eo an hini uhelañ. Implijet e vez ar renk a goronal e lod nerzhioù polis pe strolladoù lezluel.
En istor, er 17vet, 18vet ha 19vet kantved, ur c'horonal a oa e-karg eus ur rejimant lu. Hiziv-an-deiz ez eo kalz ledanoc'h an niver a soudarded dindan karg ur c'horonal. Ar renk a goronal a adkaver peurvuiañ dres a-us an hini a letanant koronal. Ar renk a-us d'an hini koronal zo brigader, brigader jeneral.
Kabiten eo ar renk kevatal er morlu.
Skouerioù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Armand ar Roueri, lesanvet Koronal Armand, haroz an dizalc'hiezh amerikan ha breizhat.
Koronal dilennet Alfred Jefferson Vaughan, Jr. eus Lu Stadoù Kengevreet Amerika.
Koronal Chesty Puller d'an USMC.
François de La Rocque lesanvet Koronal de La Rocque, politikour gall.
Koronal an ALN Larbi Ben M'hidi.