Keoded ar Vatikan

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Stad Keoded ar Vatikan
(it) Stato della Cità del Vaticano
(la) Status Civitatis Vaticanæ

Banniel Ardamezioù
Kan broadel Inno e Marcia Pontificale
Melestradur
Ker-benn Keoded ar Vatikan

Yezhoù Italianeg (ofisiel)
Latin (relijion)
Galleg (diplomatiezh)
Alamaneg
Poloneg
Portugaleg
Saozneg
Spagnoleg

Relijion Katoligiezh

Gouarnamant
• Hennad riek
• Pennroue
• Korf lezenniñ
Unpenniezh velegveliek
Kador sant Pêr
Frañsez
Kengor pabel

Dizalc'hiezh Diouzh Italia
Emglevioù al Laterano
11 C'hwevrer 1929
Douaroniezh
Gorread 0,49 km²
Poblañs 825 (2019)
Stankter 1 684 ann./km²

Moneiz Euro € (EUR)
Gwerzhid-eur
• Hañv
UTC +1
UTC +2
Kod pellgomz +379
Kod Internet .va

Lec'hienn www.vaticanstate.va

41°54'09"N – 12°27'09"R
Glad bedel
Krafoù
Dave
Enskrivadur
Sevenadurel 1, 2, 4, 6
286
1984

Riez Keoded ar Vatikan diouzh e anv ofisiel (Stato della Città del Vaticano en italianeg, Status Civitatis Vaticanae e latin hag ar Vatikan evit berr) eo ar riez vihanañ er bed (0.44 km²) hag un enklozadur eo e-kreiz Roma, ar gêr nemeti ma'z eus div gêr-benn. 932 annezad a gaver er Vatikan, met nebeutoc'h a geodedourien, darn anezho evit un amzer berr. A-wechoù e vez anv eus ar Sez Santel, met eus sez ensavadurioù an Iliz katolik roman staliet eno ez eus kaoz er mod-se. Ar Pab, eskob Roma, Vikel ar C'hrist, eo penn ar riez, hemañ dilennet gant ar gardinaled, pennoù uhelañ an iliz. Hiziv eo Frañsez, dilennet e 2013, ar pab o ren.
An italianeg eo yezh ofisiel ar riez, ar galleg ar yezh diplomatek hag al latin yezh ar Sez santel (i.e. yezh an Iliz). Meur a yezh a vez komzet gant an annezidi, italianeg peurvuiañ hag alamaneg gant ar Gward suis.

Eno e kaver meur a vonumant relijiel ha sevenadurel : Penniliz Sant-Pêr, ar Chapel Sistina ha mirdioù a bep seurt. Gwerzhañ timbroù, eñvorennoù ha levrioù, ha mont-tre ar mirdi a ya d'ober armerzh ar Vatikan.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet ar Vatikan e Roma dre emglevioù al Laterano (11 C'hwevrer 1929) sinet gant ar c'hardinal Pietro Gasparri, kannad ar Pab ha Benito Mussolini, Prezidant kuzul ar gouarnamant italian. An nemorant eus Stadoù ar Pab a c'holoe un darn vras eus Italia abaoe kantvedoù eo ar Vatikan.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(it) Lec'hienn ofisiel


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.