Gamal Abdel Naser
Gamal Abdel Naser جمال عبد الناصر | |
---|---|
![]() | |
Gamal Abdel Naser e 1964 | |
Deiziad ganedigezh | 15 a viz Genver 1918 |
Lec'h ganedigezh | Aleksandria Egipt |
Aet da anaon | 28 a viz Gwengolo 1970 (52 bloaz) |
Bro | ![]() |
Micherioù | Soudard Politikour |
Sinadur | |
Diplomoù | Akademiezh lu Egipt |
Skour | Islam sunnit |
Prezidanted Egipt | |
kemmañ ![]() |
Gamal Abdel Naser (arabeg: جمال عبد الناصر , Jamāl ‘Abd an-Nāṣir, arabeg Egipt: جمال عبد الناصر, Gamāl ‘Abd el-Nāṣir, treuzskrivet alies e Jamal Abd al-Naser, Jamal Abd an-Nasser) (Aleksandria, 15 a viz Genver 1918 - Kaero, 28 a viz Gwengolo 1970), a zo bet eil prezidant Egipt adalek 1954 betek e varv e 1970, d'an oad a 52 vloaz. Deuet e oa er galloud goude un taol-nerzh a-enep Mohammed Naguib. Brudet eo evit bezañ degaset ur bern cheñchamantoù en e vro.
Diskaret en deus ar rouantelezh ha lakaet ur republik en he lec'h. Broadelet eo bet kanol Suez ha kaset ar vro war hent ar modernaat. Un ideologiezh a gasas war-raok, anvet naserouriezh, ma laka e penn kont ar vroadelouriezh arab (ar banarabouriezh, pe hollarabouriezh), ha bezañ dizalc'h diouzh an daou vloc'had a oa d'an ampoent (an URSS, ha tuad "bed ar c'hornôg").
Gant broioù arab all e renas ur brezel a-enep Israel (Brezel ar c'hwec'h devezh). Daoust ma oa bet koll, ha drastus evit e vro (serret kanol Suez, ha kollet ar Sinai) e voe degemeret kement-se gant ar bed arab evel un ober a lorc'h hag uhel e oa ar bri a veze douget dezhañ.