Lu Stadoù Kengevreet Amerika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Lu Stadoù Kengevreet Amerika (saozneg: Confederate States Army, CSA) anvet ivez Lu ar Su a oa bet savet d'an 28 a viz C'hwevrer 1861 gant ar pal da zifenn Stadoù Kengevreet Amerika savet ar memes bloavezh pa oa bet ar 7 Stad kentañ er Su o tiskleriañ an disrann eus peurest ar Stadoù-Unanet.

Roet e oa bet lam dezhi goude ma vije bet trec'het e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861-1865).

Derc'hel al linenn betek penn (saozneg: "Holding the Line at All Hazards") gant William Gilbert Gaul

Istor lu Stadoù Kengevreet Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 28 a viz C'hwevrer 1861 ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a vot evit sevel ul lu emzifenn savet gant tud a youl vat ha dindan urzhioù Prezidant Stadoù Kengevreet Amerika an ez koronal Jefferson Davis.

Etre ar 6 hag an 9 a viz Meurzh 1861 ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a sav lezennoù milourel spisoc'h gant ar pal kaout ul lu dibad. N'eus ket tu gouzout pet a dud o deus servijet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika dre roloù diglok pe distrujet Stadoù Kengevreet Amerika. A-vras e vez laret e vefe bet etre 750 000 hag ur 1 000 000 soudard. Gant ar sifroù-se ne vez ket kontet ar sklaved enrolet evit al labourioù e-maez ar stourm nag ar sklaved pe sklaved dieubet a emezelas el lu. Ne vez ket kontet kenebeut an niver a soudarded a servijas en Nerzhioù morlu Kengevreet.

Renkoù hag ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadur an ofiserien e lu Stadoù Kengevreet Amerika
Jeneral Koronal Letanant Koronal Major Kabiten Kentañ Letanant Eil Letanant
Confederate States of America General-collar.svg Confederate States of America Colonel.png Confederate States of America Lieutenant Colonel.png Confederate States of America Major.png Confederate States of America Captain.png Confederate States of America First Lieutenant.png Confederate States of America Second Lieutenant.png
Enlisted rank structure
Serjant Major Quartermaster Sergeant Serjant urzhier Kentañ serjant
Confederate States of America Sergeant Major-Infantry.jpg Confederate States of America Regimental Quartermaster Sergeant-Artillery.svg Confederate States of America Ordnance Sergeant-Artillery.jpg Confederate States of America First Sergeant.jpg
Serjant Kaporal Soner Soudard
Confederate States of America Sergeant-Artillery.svg Confederate States of America Corporal-Cavalry.jpg ardamez ebet ardamez ebet

Lu Stadoù Kengevreet Amerika en doa un doare da choaz an ofiserien disheñvel eus al luioù all an holl ofiserien dindan ar renk a Jeneral brigadenn a oa choazet dre ur vot gant ar soudarded dindan o urzhioù.

Soudarded zu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marlboro ur soudard du heulier d'e mestr

Soudarded du a oa bet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika. Chomet e oa dianav ar fed-se betek nepell 'zo met studiadennoù a grog da vezañ savet evit kompren gwelloc'h piv, perak ha pet a dud du a oa bet o stourm evit ar Su.

Lu Stadoù Kengevreet Amerika hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adsevel istorel, Lu Stadoù Kengevreet Amerika ouzh ar stourm

Lu Stadoù Kengevreet Amerika a vez implijet kalz er Stadoù-Unanet evit an adsevel istorel. E su ar Stadoù-Unanet e vez ul liamm karantezus don etre annezidi an tiriad ha simboloù Stadoù Kengevreet Amerika, anezho re Lu Stadoù Kengevreet Amerika.

]]

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sydney Adamson argad ar rebeled

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn difin er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed.

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bandennoù-treset[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]