Tri Bleiz Die

Eus Wikipedia
Tri Bleiz Die, e-pad ur sonadeg dek vloaz goude e zisparti, en Naoned, d'an eizh a viz Genver 2016.

Tri Bleiz Die zo ur strollad punk hag a gan e brezhoneg hepken. Savet eo bet e 1998 e Naoned ha divodet eo bet e 2006. Implijout a raent binviji hengounel (bombard, fleütenn, violoñs) mesket gant binviji punk-rock (gitar tredan, gitar boud tredan, taboulinoù)[1]. Ar brasañ niver eus an testennoù a zo skrivet ganto.

Dibabet o deus e izili paouez da seniñ gant ar strollad goude ur sonadeg diwezhañ d'an 21 a viz Here 2006. Ur sonadeg dreist-ordinal e oa bet. Pedet e oa bet Les Baragouineurs ha Gweltaz Adeux (eus ar strollad EV), evit ar re bennañ, en MJC karter an Doulon (Naoned).

Goude ar sonadeg diwezhañ-se ez eo en em gavet ar strollad a-gevret adarre evit sonadegoù ispisial. Da gentañ unan e Run ar Puñs e Kastellin d'ar 27 a viz Here 2007. Div sonadeg all o deus graet e 2009, d'ar 17 a viz Mae evit an Alien Fest ha d'an 20 a viz Mae evit al Live Factory e Naoned.

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ roll e izili da vare an disparti :

  • Gitar, kan : Stefan (Stéphane Guérois)
  • Gitar : Loran (Laurent Moulin)
  • Gitar boud : Squale (Pascal Bossis)
  • Tamboulinoù : Gaino (Gwenolé Michenaud)
  • Violin : Florian Herry

Izili kozh all e oa :

  • Vivien Janneau - gitar boud, kan (1998-1999)
  • Antoine Blaudeau - gitar boud (1999-2001)
  • Gwénolé Michenaud (Gaino) - taboulinoù (2001-2006)


Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder fladenn zo bet savet gant ar strollad.

Graet o deus paotred Tri Bleiz Die muioc'h eget 200 sonadeg e Breizh met ivez e Bro-C'hall hag e Belgia.

Videoioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer videoioù eus ar strollad war Youtube:

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn internet kozh ar strollad

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]