T28 tank dreist-ponner
Neuz
T28 tank dreist-ponner
| Iskevrennad eus | Tank dreist-ponner, tracked tank destroyer, Kentpatrom |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1945 |
| Daveennoù douaroniel | 32°22′32″N 84°50′45″W |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Saver | PACCAR |

An T28 tank dreist-ponner (saozneg: T28 Super Heavy Tank ) a oa un tank dreist-ponner/ kanol argadiñ stadunanat savet evit an United States Army e-kerzh an Eil Brezel-bed. Da gentañ holl e oa bet savet an tank gant ur pal resis, hag a oa toullañ linennoù difenn al Linenn Siegfried alaman ha goude-se e oa bet soñjet ennañ evit bezañ implijet evit aloubiñ douaroù Impalaeriezh Japan.
Tost da 100 tonenn e oa ar c'harbed a oa bet soñjet evel un tank ponner. A-benn ar fin e oa bet adwelet evel ar 105 mm Gun Motor Carriage T95 e 1945, hag adanvet e 1946 evel an tank dreist-ponner T28 (Super Heavy Tank T28).
N'eus bet savet nemet daou brimpatrom a-raok ma vije roet lamm d'ar steuñv.