Linenn Siegfried

Eus Wikipedia
Kartenn al linenn difenn Siegfried.

Al Linenn Siegfried, pe ar Westwall ("Moger ar C'hornôg"), a oa ul linenn-difenn 630 km a hirder a-hed harz Kornôg Alamagn savet gant an Trede Reich etre 1936 ha 1940, kreñvaet gant 18.000 Bunker, toullennoù-meingleuz ha skoilhoù enep-karr-arsailh. Astennet e voe eus Kleve e harz an Izelvroioù betek harz Suis e Grenzach-Wyhlen.