Tank skañv

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tank lijer)
tank skañv
vehicle family, weapon functional class, familh karbedoù stourm
Iskevrennad eusTank Kemmañ
Heuliet gantTank etre Kemmañ
OberataerAfghan National Army Kemmañ

Un tank skañv a vez graet eus ur familh tankoù savet gant ar pal bezañ skañv ha neuze gellout fiñval bliv war an tachennoù emgann pe etrezek anezho. An tizh a vez ganto a zo ur benngartenn er maez eus ar stourm kement hag e-kerzh ur stourm, rak fiñval a reont buanoc'h evit an tankoù etre pe ponner. Bihanoc'h eo a-fed ment ha gant un hobregon treutoc'h kement hag un arm diazez gwanoc'h evit an tankoù all. Dre ar c'hemmoù-se keñveriet gant an tankoù all, an tankoù skañv a zegas aezamantoù a-fed kadoniezh brezel, dezougen aesoc'h hag ivez dresoù aesoc'h. Implijet eo an tankoù skañv evit ambrougiñ an droadegiezh, sklêrijennañ an dachenn, stourmadennoù, bezañ daoulagad ar ganolierezh, hag harp-tan pa vez un dilestradeg (dre aer pe dre vor) eus un nerzh-kas lec'h ma ne c'hellfe ket tankoù ponneroc'h bezañ efedus.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

URSS[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

URSS a oa bet mailh war ar sevel tankoù skañv. Ar re doare BT a oa bet ar re modernañ er blaovezhioù 1930. Fiñval a raent buan spontus hag armet e oant gant kanolioù prim 45 mm. Ar gudenn a oa ganto a oa a-fed motorioù hag a groge tan eno alies evel e-pad stourmoù Nomonhan, a oa bet etre Mae ha Gwengolo 1939. Ar japaniz a oa bet o stourm a-enep dezho a oa efedusoc'h o vezañ dafaret gant an tank skañv Type 95 Ha-Go gant ur motor diesel, ur c'hanol tenn izel 37 mm cannon, hag efedus betek 700 metrad nemetken. Dre-se e oa kroget URSS da sevel an tank dreistbrudet etre T-34.

Japan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Impalaeriezh Japan a oa bet oc'h implij dreist-holl tankoù skañ dre ma oa efedus-tre er janglennoù. An tankoù skañv evel an Type 95 Ha-Go a oa reoù diazez Lu Impalaeriezh Japan. Savet e oa kudenn ganto pa oant bet enebet ouzh tankoù etre pe ponner ar Gevredidi, rak kalz re skañ e oa an armañ kement hag an hobregon. Gant dale e oa bet klasket gant ar japaniz sevel tankoù tevoc'h met re ziwezhat e oa hervez red ar brezel.