Square Enix
Square Enix Holdings Co., Ltd. zo un embregerezh sevel hag embann c'hoarioù video ha manga japanat. Brudet eo evit bezañ krouer ha perc'henn ar frañchizoù Final Fantasy, Dragon Quest, ha Kingdom Hearts, e-touez un toullad all. Eus ar frañchizoù-se, darn zo bet gwerzhet ouzhpenn 10 milion a skouerennoù anezho dre ar bed. Ar frañchiz Final Fantasy zo bet gwerzhet 144 milion a skouerennoù ; evit Dragon Quest ez eus bet gwerzhet 78 milion a skouerennoù hag evit Kingdom Hearts 30 milion a skouerennoù. Lec'h penn Square Enix zo e Shinjuku Eastside Square Building e Shinjuku, Tokyo. En holl ez eus 4300 implijer dre ar bed.