Vltava

Eus Wikipedia
Pontoù dreist ar stêr Vltava e Praha

Ar Vltava (distagadur da selaou ), Moldau en alamaneg, zo ur stêr a red er Republik Tchek. Un adstêr d'ar stêr Elbe eo.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a rafe an anvioù tchekek Vltava hag alamanek Moldau eus ar gerioù alamanek kozh wilt ahwa a dalvezfe kement ha « dour gouez »[1].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E koadoù su Bohemia emañ hec'h andon, ha redek a ra betek an norzh a-hed 430 km kent en em deurel er stêr Elbe. Dre Braha e tremen, dindan Pont Charlez.
Implijet e vez red ar stêr da lakaat meur a greizenn dourdredanel da vont en-dro.

Awen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar Vltava eo bet awenet ar sonaozer Bedřich Smetana, hag a savas ur simfonienn varzhoniel a gaver en e oberenn Má Vlast ("Ma Broad"). Anavezetoc'h eo gant hec'h anv alamanek Moldau.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (cs) Vladimir Šmilauer (1946), O jménech našich řek ("Anvioù hor stêrioù").