Bohemia
Neuz
Bohemia (Čechy e tchekeg, Böhmen en alamaneg) a zo ur vro istorel e Kreiz Europa. Hiziv an deiz ez eo brasañ rannvro ar Republik Tchek. Dont a ra anv ar vro eus hini ar vBoied, ur bobl geltiek hag a oa o chom eno en Henamzer. Eus an Xvet kantved betek 1806 e oa Bohemia unan eus rouantelezhioù an Impalaeriezh Santel Roman ha German. Betek 1918 e chome dindan ren an Habsbourged.
Ar stêr hirañ a zo e Bohemia eo ar Vltava, un adstêr d'an Elbe (Labe).
Bohemia a zo 52 060 km² he gorread ha war-dro 6,25 milion a annezidi he foblañs.
Betek 1946 e oa divyezhek Bohemia ha kalz stankoc'h he foblañs, met er bloavezh-se e voe harluet alamanegerien Tchekoslovakia (war-dro 2,7 milion a dud, tost da 2 vilion anezho eus Bohemia) da Alamagn hag Aostria.
Kêrioù brasañ Bohemia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Praha (1 178 576 annezad)
- Plzeň (166 274)
- Liberec (99 832)
- České Budějovice (98 876)
- Hradec Králové (98 163)
- Ústí nad Labem (96 428)
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|