Mont d’an endalc’had

Tiegezh Habsburg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Habsbourged)
Tiegezh Habsburg
Tierniezh
Rann eusEtichonids Kemmañ
Deiziad krouiñ11. century Kemmañ
Anv er yezh a orinHabsburger Kemmañ
Anvet diwarHabsburg Castle, Habsburg Kemmañ
DiazezerGuntram the Rich Kemmañ
Ger-sturA.E.I.O.U. Kemmañ
StadArchduchy of Austria, Kurunenn Kastilha, Kurunenn Aragon, Iberian Union, Rouantelezh Portugal Kemmañ
Perc'henn warCounty of Tyrol Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsloveneg Kemmañ
Deiziad divodañ1780 Kemmañ
Roll elfennoùHabsburg family tree Kemmañ
Banniel an Habsbourged; betek 1918 banniel Aostria ivez.

An Habsbourged (alamaneg: Habsburger) pe Tiegezh Habsburg, a oa unan eus lignezoù galloudusañ Europa. Ren a raent war an Impalaeriezh santel roman german eus 1438 betek 1806, war Spagn eus 1504 betek 1700, war Portugal eus 1556 betek 1640, war Impalaeriezh Aostria eus 1804 betek 1867, war Brazil eus 1822 betek 1826, war Mec'hiko eus 1864 betek 1867, war Aostria-Hungaria eus 1867 betek 1918 ha war meur a vro italian en XVIIIvet kantved hag en XIXvet kantved.

Eus Elzas e oa deuet ar familh. En un daolenn-gerentiezh skrivet e 1160 (an Acta Murensia) e vez graet "hendad an Habsbourged" eus Gountram ar Pinvidik († 973), kont Breisgau hag Elzas. War-dro 1020 e voe savet Kastell Habsbourg e Suis gant Radbot, mab-bihan da C'hountram. E 1100 e tegemeras Otto, kont Habsbourg († 1111), anv ar c'hastell evel hini al lignez.

Goude bezañ bet trec'h war Ottokar II Přemysl Bohemia e c'hounezas Rudolf Habsbourg Aostria ha Stiria. Divroañ a reas da Vienna e 1278. Eus 1438 betek 1806 e renas an Habsbourged war an Impalaeriezh, ha ne oa nemet un impalaer eus ul lignez all e-pad ar prantad-se (Karl VII Wittelsbac'h, a renas eus 1742 betek 1745).

E 1804 e tegemeras Franz II, rener diwezhañ an Impalaeriezh Roman ha German, an titl a Impalaer Aostria hag e 1806 e tilezas an tron alaman da vat. E 1918, kollet ar brezel bed kentañ gant Aostria-Hungaria, e voe diazezet Republik Aostria ha lakaet an Habsbourged da guitaat ar vro.

Genealogiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gountram ar Pinvidik († 973)
  • Lanzelin Altenburg († 991)
  • Radbot (* 985, † 1045), dimezet gant Ita Loren
  • Werner I (* 1030, † 1096)
  • Otto, kont Habsbourg († 1111)

Roueed alaman hag impalaerien roman ha german eus lignez Habsbourg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Domani an Habsbourged e 1547

Roueed alaman hag impalaerien roman ha german eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Impalaerien Aostria eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Franz I, impalaer 1804, † 1835 (=Franz II, roue alaman hag impalaer roman ha german)
  • Ferdinand I, impalaer 1835, dilezet e dron gantañ e 1848, † 1875
  • Franz Joseph Iañ, impalaer 1848, † 1916
  • Karl I, impalaer 1916, dilezet e dron gantañ e 1918, † 1922

Roueed Spagn eus lignez Habsbourg ("Casa de Austria")

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Duged-veur Toskana eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Francesco Stefano, 1737-1765
  • Leopoldo I, 1765-1790 (=Leopold II, roue alaman hag impalaer roman ha german)
  • Ferdinando III, 1790-1800, 1814-1824
  • Leopoldo II, 1824-1849, 1849-1859
  • Ferdinando IV, 1859

Duged Modena eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Francesco IV, 1814-1831, 1831-1846
  • Francesco V, 1846-1848, 1849-1859

Dugez Parma eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Maria Luisa, 1814-1847

Impalaerez Brazil eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Leopoldina d'Austria, 1822-1826

Impalaer Mec'hiko eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]