Albrecht Iañ an Impalaeriezh santel
Neuz
(Adkaset eus Albrecht Iañ Alamagn)
- Albrecht Iañ zo bet meur a hini anezho.
Albrecht Iañ Habsburg (1255 – 1308) a oa mab henañ ar roue Rudolf Iañ Alamagn hag e gentañ pried Gertrude von Hohenburg, ha Dug Aostria ha Stiria adal 1282, ha roue Alamagn adal 1298 betek an deiz ma voe muntret.
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1274 e timezas Albrecht da Elizabeth, merc'h da Meinhard II, eus Tiegezh Babenberg hag a oa margraved Aostria a-raok amzervezh an Habsburged.
Albrecht hag Elizabeth o devoa daouzek bugel :
- Rudolph III (1282-1307).
- Friedrich Iañ (1289-1330, Gutenstein)
- Leopold Iañ ( 1290- 1326, Strassburg)
- Albrecht II ( 1298-1358).
- Heinrich der Sanftmütige (1299-1327), pe Freundliche (1299–1327), dug Aostria;
- dimezet d'ar gontez Elisabeth von Virneburg (1303–1343)
- Meinhard, 1300 marvet en bugel.
- Otto (1301 - 1339)
- Anna (1280? - 1327, Breslau), a zimezas div wech :
- en Graz e 1295 da Herman, Margrav Brandenburg-Salzwedel;
- en Breslau e 1310 d'an dug Heinrich VI the Good.
- Agnes (1281- 1364), dimezet e Vienna e d'ar roue Andrev III Hungaria.
- Elizabeth (marvet e 1353), dimezet e 1304 Friedrich IV, Dug Loren.
- Catherine (1295-1323, Naplez), dimezet da Carlo, DugCalabria en 1316.
- Gutta.Gutta (marvet e 1329), dimezet da Ludwig V, kont Öttingen en Baden, e 1319.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]O vont da vougañ un emsavadeg e Swabia e oa pa voe lazhet d'ar 1añ a viz Mae 1308, e Windisch, war ar stêr Reuss, gant e niz, an Dug Johann, lesanvet "Parricida" goude, a oa bet lamet e hêrezh digantañ.