Anna Habsburg (1280-1327)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Anna hervezur skeudenn eus ar XVvet kantved.

Anna Habsburg (1275/80-1327), a oa ur briñsez aostrian eus an XIIIvet kantved, merc'h da Albert Iañ Alamagn ha d'e bried Elisabeth Tirol.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Anna e Vienna, ha hi an eizhvet diwar daouzek bugel. E-touez he breudeur ha c'hoarezed e oa : Rudolf Iañ Bohemia, Friedrich ar Melegan, Leopold Iañ, Dug Aostria, Albert II, Dug Aostria, Otto, Dug Aostria hag Agnes, Rouanez Hungaria.

He zud-kozh a-berzh-mamm e oa Meinhard, Dug Karintia hag Elisabeth Bavaria, Rouanez Alamagn. A-berzh-tad e oa Rudolf Iañ Alamagn hag e bried kentañ Gertrude Hohenburg.

E-touez hec'h eontred ha moerebed e oa Rudolf II, Dug Aostria, Matilda, Dugez Bavaria, Klementia, Rouanez Hungaria ha Judith, Rouanez Bohemia.

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas Anna.

Kentañ pried[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1295 e timezas Anna e Graz da Herman, Markgrav Brandenburg-Salzwedel. Pevar bugel o doe:

E 1308 e varvas he fried Herman, o mab Johan a gemeras e lec'h hogen yaouank e varvas.

Eil pried[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1310 ec'h addimezas an intañvez Anna da Henryk VI Dobry (1294 – 1335), Dug Wrocław abaoe 1296. Teir merc'h o doe:

Mervel a eure Anna e 1327 e Legnica. Divugel ne oa hec'h intañv, hogen divab e oa. Dek vloaz goude, pa varvas Henrich, e voe enteuzet Wrocław e rouantelezh Bohemia.